Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Apocalyps 4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR IV.

1 Goude kement‐se a selliz, hag e veliz eun nor digor en env; hag ar vouez kenta em boa klevet, henvel ouz hini eun drompil hag a gomze ouzin, a lavaraz: Sav aman, hag e tiskouezin d’id an traou a dle c’hoarvezoud goude ar re‐man.

2 Ha kerkent e oenn ravisset en spered; hag e veliz eun tron savet en env, hag unan azezet var an tron‐ze.

3 Hag an hini a oa azezet, a zeblante beza henvel ouz eur mean jasp ha sardoin; hag eur ganeveden a oa en‐dro d’an tron, ha da velet e oa henvel ouz eur mean emeraud.

4 En‐dro d’an tron e oa pevar‐var‐n’ugent tron all; ha var an troniou‐ze e veliz pevar‐var‐n’ugent den Ancien azezet, gwisket gant dillad gwenn, ha var ho fen e oa curunennou aour.

5 Hag euzan tron e teue luc’hed, ha kurunou ha moueziou; ha dirag an tron e teve seiz lamp ardant, pere a zo ar seiz spered a Zoue.

6 Bez’ e oa ive dirag an tron eur mor gwer henvel ouz cristal, hag e‐kreiz an tron hag en‐dro d’an tron, pevar aneval leun a zaou‐lagadou araog hag adren.

7 Ar c’henta aneval a oa henvel ouz eul leon; an eil aneval a oa henvel euz eul leue; an tredeaneval hen doa eur vizach henvel ouz hini eun den; hag ar pevare aneval a oa henvel ouz eun egl o nijal.

8 Hag ar pevar aneval ho doa pep hini anezhe c’houec’h askel, hag en‐dro hag en diabarz e oant leun a zaou‐lagadou; ha ne ehanent, noz‐deiz, da lavaret: Santel, santel, santel eo an Aotrou Holl‐C’halloudec, an hini a oa, a zo, hag a vezo!

9 Hag e‐pad ma oa an anevaledse o rei gloar hag henor hag actionou a c’hras d’an hini a oa azezet var an tron, d’an hini a zo beo da virviken,

10 ar pevar‐var‐n’ugent Ancien en em brosterne dirag an hini a oa varan tron hag ec’h adorent an hini a zo beo da virviken, hag e taolent ho c’hurunennou dirag an tron, en eur lavaret:

11 Dign oud, Aotrou da receo ar gloar, hag an henor hag ar galloud; rag te ec’h euz crouet pep tra, ha dre da volontez eo emaint, hag ez int bet crouet.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan