Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Apocalyps 3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR III.

1 Scriv ive d’an eal euz an Iliz a zo en sardis: Setu aman ar pez a lavar an hini hen deuz ar seiz spered a Zoue hag ar seiz stereden: Anaoud a ran da oberou; ar brud ec’h euz da veza beo; mes te a zo maro.

2 Laka evez, ha krenva ar pez a choum c’hoas hag a zo o vond da vervel; rag n’am euz ket kavet da oberou parfet dirag Doue.

3 Dalc’h sonj‐mad eta euz ar pez ec’h euz recevet ha klevet, dalc’h anezhe, ha distro. Mar na gerez diwall, me a zeuio varnoud evel eul laer, ha na ouezi ket da be heur e teuin varnoud.

4 Beza ec’h euz ive en Sardis eun neubeud tud pere n’ho deuz ket saotret ho dillad, ha pere a valeo ganen en dillad gwenn, rag dign int a gement‐se.

5 An hini a drec’ho, hennes a vezo gwisket gant dillad gwenn, ha na effacin ket he hano divar levr ar vuez; mes anzav a rin he hano dirag va Zad ha dirag he elez.

6 Ra zeui an hini hen deuz diou‐skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou.

7 Scriv ive d’an eal euz a Iliz philadelphia: Setu aman ar pez a lavar an Hini a zo santel, an Hini a zo gwirion, an Hini a zo alc’houez David ganthan; an Hini a zigor, ha den na hell serri; hag a zer, ha den na hell digeri:

8 Anaoud a ran da oberou; setu, em euz digoret eun nor dirazoud, ha den na hell he zerri; abalamour ma c’heuz neubeud a nerz, ha ma c’heuz miret va ger, ha n’ec’h euz ket nac’het va hano.

9 Setu e roin d’id darn euz a zinagog Satan, pere a lavar ez int Judevien, ha n’int ket, mes pere a lavar gevier; setu e rin dezhe dond d’en em brosterni dirag da dreid, evit ma ouezint em euz karet ac’hanoud.

10 Abalamour ma ec’h euz miret ar ger euz va fatianted, me ive a viro ac’hanoud euz a heur an dentation pehini a dle dond var ar bed holl, evit amprouv ar re a zo o choum var an douar.

11 Emoun prest da zond; dalc’h stard ar pez ec’h euz, evit na gemero den da gurunen.

12 An hini a drec’ho, me a lako anezhan da bilier en templ va Doue, ha n’ez ai ken er meaz; hag e scrivin varnezhan hano va Doue, hag hano ar gear euz va Doue, ar Jerusalem nevez, pehini a zisken euz an env, euz a‐gichen va Doue, ha va hano nevez.

13 Ra zeui an hini hen deuz diou‐skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou.

14 Scriv ive d’an eal euz a Iliz laodicia: Setu aman ar pez a lavar an Amen, an Test fidel ha gwirion, ar Pen‐kenta euz a grouidigez Doue:

15 Anaoud a ran da oberou; gouzoud a ran n’ez oud na ien na tom‐bero. Oh! ma vijez bet pe ien pe tom‐bero!

16 Evel‐se, abalamour ma’z oud klouar, ha na’ z oud na ien na tom‐bero, me a daolo ac’hanoud er meaz euz va genou.

17 Rag te a lavar: Me a zo pinvidic, hag em euz dastumet madou, ha n’am euz ezom a netra; ha na ouzoud ket penaos ez oud maleürus, ha mizerabl, ha paour, ha dall, hag en noaz.

18 Alia a ran ac’hanoud da brena diganen‐me aour eprouvet gant an tan, evit ma vezi pinvidic;

19 ha dillad gwenn, evit ma vezi gwisket, ha na vezo ket gwelet ar vêz euz da noazder, ha louzou da lakaad ouz da zaou‐lagad, evit ma teui da velet. Repren ha castiza a ran ar re holl em euz karantez evithe; az pez zel eta, ha distro.

20 Setu, emoun e‐tal an nor, hag e skoan; mar teu unan‐benag da glevet va mouez ha da zigeri an nor d’in, ec’h antrein en he di, hag e koanin assambles ganthan, hag hen assambles ganen.

21 An hini a drec’ho, me hen lakai da azeza ganen var va zron, evel ma em euz‐me ive trec’het hag emoun azezet gant va Zad var he dron.

22 Ra zeui an hini hen deuz diou‐skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan