Apocalyps 22 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR XXII. 1 Goude‐ze, an eal a ziskouezaz d’in eur rivier a zour beo, sclear evel cristal, hag a zeue er meaz euz a dron Doue hag an Oan. 2 Hag e‐kreiz plasen ar gear, hag en daou du euz ar rivier, e oa eur vezen a vuez hag a zouge daouzec frouezen, hag a roe he frouez bep mis: ha deliou ar vezen a oa evit iac’haad ar Jentiled. 3 Na vezo malloz e‐bed ken; ha tron Doue hag an Oan a vezo enhi, hag he zervicherien a zervicho anezhan. 4 Gwelet a raint he faç, hag he hano a vezo var ho zal. 5 Ne vezo mui noz e‐bed, ha n’ho devezo ket ezom a c’houlou, nag a sclerijen an heol, rag an Aotrou Doue a sclerijenno anezhe; hag e renint da viken. 6 Goude‐ze e lavaraz d’in: Ar c’homzou‐man a zo sur ha gwirion, hag an Aotrou, Doue ar brofeted santel, hen deuz digasset he eal, evit discleria d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezoud hep‐dale. 7 Setu, e teuan dizale; eürus an hini a vir komzou profesi al levr‐man! 8 Ha me, Ian, eo an hini hen deuz gwelet ha klevet an traou‐ze. Ha goude beza ho c’hlevet ha gwelet, en em daoliz ouz treid an eal ho diskoueze d’in, evit hen adori. 9 Mes hen a lavaraz d’in; Diwall da ober kement‐se; rag me a zo ken‐servicher ganez, ha gant da vreudeur ar brofeted, ha gant ar re a vir komzou al levr‐man. Ador Doue. 10 Lavaret a reaz ive d’in: Ne laka ket dindan ziel ar c’homzou a brofesi euz al levr‐man; rag an amzer a zo tost. 11 An hini a zo injust, ra vezo injust c’hoas; an hini a zo souillet ra zeui da veza muioc’h souillet c’hoas; hag an hini a zo just ra zeui da veza justoc’h c’hoas; hag an hini a zo santel ra zeui d’en em zantifia c’hoas muioc’h. 12 Hogen, setu, e teuan dizale, ha va gobr a zo ganen evit renta da bep hini hervez ma vezo bet he oberou. 13 Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’henta hag ar diveza, ar c’hommansamant hag ar fin. 14 Eürus ar re a zalc’h he c’hourc’hemenou, evit m’ho devezo lod euz ar vezen a vuez, ha ma c’hellint mond ebarz ar gear dre an norojou! 15 Mes en diaveaz e vezo an dud impudic, an ampoezonerien, ar re lubric, ar muntrerien, an idolatred, ha kement hini a gar hag a ra ar gaou. 16 Me, Jesus, em euz kasset va eal, evit renta deoc’h testeni euz an traou‐man en Ilizou. Me eo grizien ha lignez David, ar stereden lugernus euz ar mintin. 17 Ar Spered hag ar Pried a lavar: Deuz. Hag an hini a glev, lavaro ive: Deuz. Hag an hini hen deuz sec’hed, ra zeuio; ha piou‐benag a fell dezhan kaoud dour beo, recevo en gratis. 18 Discleria a ran da gement hini a glev komzou ar brofesi euz al levr‐man, penaos mar deu unan‐benag da lakaad enhan ger e‐bed ouz‐pen ar pez a zo scrivet, Doue a lakai da gweza varnezhan ar gouliou a zo scrivet el levr‐man; 19 ha mar deu unan‐benag da lemmel euz a gomzou al levr a brofesi‐man, Doue a lammo he lod euz al levr ar vuez, hag euz ar gear zantel, hag euz an traou a zo scrivet el levr‐man. 20 An hini a ro testeni euz an traou‐man, a lavar: Ia, dond a ran, dizale. Amen! Ia, deuz, Aotrou Jesus! 21 Gras hon Aotrou Jesus‐Christ ra vezo ganeoc’h holl! Amen. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society