Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Apocalyps 21 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XXI.

1 Goude‐ze e veliz eun env nevez hag eun douar nevez; rag an env kenta hag an douar kenta a oa tremenet, hag ar mor ne oa mui.

2 Ha me, Ian, a velaz ar gear zantel, ar Jerusalem nevez, o tisken euz an env a‐gichen Doue, kempennet evel eur vreg‐yaouank evit he fried.

3 Hag e kleviz eur vouez vraz euz an env, hag a lavare; Setu tabernacl Doue gant an dud, hag hen a rai he zemeurans ganthe; int a vezo he bobl, ha Doue he‐unan a vezo ganthe, hen a vezo ho Doue.

4 Ha Doue a zec’ho an holl daelou euz ho daou‐lagad, hag ar maro na vezo mui. Na vezo mui na kaon, na garm, na poan; rag an traou kenta a zo tremenet.

5 Hag an hini a oa azezet var an tron a lavaraz: Setu, ober a ran nevez an holl draou. Neuze e lavaraz d’in: Scriv; rag ar c’homzou‐man a zo gwirion ha sur.

6 Lavaret a reaz d’in ive: Achu eo pep tra; me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin. D’an hini hen deuz sec’hed e roin en gratis euz a feunteun an dour a vuez.

7 An hini a drec’ho, a herito pep tra; ha me a vezo he Zoue, hag hen a vezo va mab.

8 Mes, evit ar re aounic, ar re difeiz, ar re abominabl, ar muntrerien, an dud lubric, an ampoezonerien, an idolatred, hag an holl c’haouiaded, ho lod a zo el lenn ardant a dan hag a soufr; he‐man eo an eil maro.

9 Neuze e teuaz d’am c’havout unan euz ar seiz eal ho doa bet ar seiz scudel leun gant ar seiz gouli diveza, hag e komzaz ouzin, en eur lavaret: Deuz, ha me a ziskouezo d’id ar vreg yaouank, greg an Oan.

10 Hag e tougaz ac’hanoun en spered var eur menez braz hag huel, hag e tiskouezaz d’in ar gear vraz, ar Jerusalem zantel, o tisken euz an env a‐berz Doue, ha gloar Doue ganthi.

11 Skedus e oa evel eur mean precius meurbed, evel eur mean jasp, sclear evel cristal.

12 Beza he doa eur voger vraz hag huel, gant daouzec dor, hag e‐tal an daouzec dor daouzec eal hag hanoiou scrivet varnezhe, pere eo hanoiou an daouzec tribu euz a vugale Israel.

13 Var‐zu ar Sav‐heol, teir dor; var‐zu an Hanter‐noz, teir dor; var‐zu ar C’hreisteiz, teir dor; var‐zu ar C’huz‐heol, teir dor.

14 Moger ar gear he doa daouzec fondation, var bere hanoiou daouzec abostol an Oan.

15 Hag an hini a gomze ouzin hen doa eur gorzen aour evit muzuri ar gear, hag he dorojou, hag he moger.

16 Ar gear he doa pevar c’horn, ha keit e oa he hed hag he lec’hed; hag hen a vuzuraz ar gear gant he gorzen, daouzec mil stad a bep costez; he hed, he lec’hed hag he huelded a oa keit ha keit.

17 Muzuri a reaz ive ar voger, pevar ilinad ha seiz ugent, diouz mezur eun den, pihini a oa hini an eal.

18 Ar voger a oa great gant mein jasp, mes ar gear a oa aour pur, henvel ouz gwer pur.

19 Ha fondationou moger ar gear a oa ornet gant a bep seurt mein precius. Ar c’henta fondation a oa euz a jasp; an eil, euz a zaphir; an trede, euz a galsedoin; ar pevare a emeraud;

20 ar bempved, euz a zardonix; ar c’houec’hved, euz a zardius; ar seizved, euz a grysolith; an eizved, euz a beryl; an naoved, euz a dopaz; an decved, euz a ghrysopraz; an unecved, euz a hyacinth; hag an daouzecved, euz a amethyst.

21 An daouzec dor a oa daouzec perlezen; pep dor a oa great gant eur berlezen hep‐ken, hag ar blasen euz ar gear a oa euz a aour pur henvel ouz gwer pur.

22 Ne veliz templ e‐bed enhi; rag an Aotrou Doue holl‐c’halloudec hag an Oan eo an templ anezhi.

23 Hag ar gear n’he deuz ket a ezom euz an heol, nag euz al loar evit he sclerijenna; rag gloar Doue a sclerijen anezhi, hag an Oan eo he goulou.

24 Hag an nationou a vezo bet salvet, a valeo diouz he goulou, ha rouane an douar a gasso enhi ho gloar hag ho henor.

25 He dorojou na vezint ket serret bemdez, rag eno ne vezo noz e‐bed.

26 Digasset e vezo di gloar hag henor an nationou.

27 Ha na antreo ebarz netra a impur, na den hag en em ro d’an traou abominabl ha d’ar gevier; mes ar re‐ze hep‐ken pere a zo scrivet el levr a vuez euz an Oan.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan