Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Apocalyps 20 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XX.

1 Goude‐ze e veliz eun eal o tisken euz an env, ha ganthan alc’houez an abim, hag eur chaden vraz en he zorn;

2 hag e crogaz en aerouant, ar serpant koz, pehini eo an diaoul ha Satan, hag e chadennaz anezhan evit mil bloaz.

3 Hag e taolaz anezhan ebarz an abim, hag e serraz varnezhan, hag e lekeaz eur siel varnezhan, evit na deuje mui da drompla ar boblou, ken a vije peur‐dremenet ar mil bloaz‐ze; ha goude‐ze e ranko beza dichadennet evit eun neubeud amzer.

4 Hag e veliz tronou, hag ec’h azezaz varnezhe tud, hag e oe roet dezhe ar galloud da varn. Hag e veliz ive eneou ar re a oa bet dibennet abalamour da desteni Jesus, hag abalamour da c’her Doue, hag ar re n’ho doa ket adoret al loen, nag he imach, ha pere n’ho doa kemeret he verk na var ho zal, na var ho daouarn.

5 Hag ar re‐ze a vevaz hag a renaz gant ar C’hrist e‐pad mil bloaz. Mes ar rest euz ar re varo na zistrojont ket d’ar vuez, ken a oe tremenet ar mil bloaz‐ze. Honnes eo ar resurrection genta!

6 Eürus ha santel an hini hen deuz lod er resurrection genta! An eil maro n’hen deuz ket a c’halloud varnezhe; mes beza e vezint beleien da Zoue ha d’ar C’hrist, hag e renint ganthan e‐pad mil bloaz.

7 Ha pa vezo tremenet ar mil bloaz‐ze, Satan a vezo leusket euz he brizon.

8 Hag e teui er meaz evit trompla an nationou a zo e pevar c’horn an douar, Gog ha Magog, hag ho dastumo assambles evit ar gombat; hag an niver anezhe a zo evel an treaz euz ar mor.

9 Hag e savjont var c’horre an douar, hag en em lakejont tro‐var‐dro da dachen ar zent, ha d’ar gear muia‐karet; mes eun tan a ziskennaz euz an env a‐berz Doue hag ho devaz.

10 Hag an diaoul, pehini a dromple anezhe, a oe taolet el lenn a dan hag a soufr, en pe leac’h ema al loen hag ar fals‐profet; hag e vezint tourmantet noz‐deiz, da virviken.

11 Neuze e veliz eun tron braz ha gwenn, hag an hini a oa azezet varnezhan. An douar hag an env a dec’haz a‐zirag he faç, he ne oe mui kavet ho flas.

12 Gwelet a riz ive ar re varo, bihan ha braz, en ho za dirag Doue; hag al levriou a oe digoret. Digoret a oe ive eul levr all, an hini a zo al levr a vuez. Hag ar re varo a oe barnet hervez ho oberou, diouz an traou a oa scrivet el levriou.

13 Hag ar mor a rentaz ar re varo a oa enhan; ar maro hag an ifern a rentaz ive ar re varo a oa enhe, ha pep hini a oe barnet hervez he oberou.

14 Hag ar maro hag an ifern a oe taolet el lenn a dan: hennes eo an eil maro.

15 Ha piou‐benag na oe ket kavet scrivet el levr a vuez, a oe taolet el lenn a dan.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan