Apocalyps 2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR II. 1 Scriv d’an eal euz a Iliz ephesus: Setu aman ar pez a lavar an hini a zalc’h ar seiz stereden en he zorn deo, ha pehini a vale e‐kreiz ar seiz cantoleur aour: 2 Anaoud a ran da oberou, ha da labour, ha da batianted; ha gouzoud a ran penaos na hellez ket anduri an dud fall; hag ec’h euz amprouvet ar re a lavar ho‐unan ez int ebestel, ha n’int ket, hag ec’h euz ho c’havet gaouiad. 3 Gouzanvet ec’h euz bet, hag ec’h euz bet patianted, hag ec’h euz labouret evit va hano, ha n’ec’h euz ket kollet a gourach. 4 Mes me em euz kement‐man en da enep, dilezet ec’h euz da garantez kenta. 5 Dalc’h sonj eta a be leac’h ez oud kwezet, kemer keuz, ha gra da oberou kenta; anez e teuin d’az kavoud dizale, hag e lammin da gantoleur euz he blas, ma na zistroez ket. 6 Koulskoude ec’h euz an dra‐man, kâs ec’h euz ouz oberou an Nicolaïted, ouz pere em euz kâs ive. 7 Ra zeui an hini hen deuz diou‐skouarn, de zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou: D’an hini a vezo treac’h, me a roio dezhan da zebri euz ar vezen a vuez, pehini a zo e‐kreiz barados Doue. 8 Scriv ive d’an eal euz a Iliz smyrn: Setu aman ar pez a lavar ar C’henta hag an Diveza, pehini a zo bet maro, hag a zo deuet adare da vuez: 9 Anaoud a ran da oberou, ha da drubuliou, ha da baourentez, (petra‐benag ma’z oud pinvidic,) ha droug‐prezegerez ar re a lavar ez int Judevien, ha n’int ket, mes a zo eur sinagog euz a Satan. 10 N’az pez aoun rag netra euz an traou e pezo da c’houzanv; setu, an diaoul a ia da deurel darn ac’hanoc’h er prizon, evit ma veot amprouvet; ha c’houi ho pezo eun affliction a zeg devez. Bez fidel beteg ar maro, hag e roin d’id ar gurunen a vuez. 11 An hini hen deuz diou‐skouarn, ra zelaouo ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou: An hini a drec’ho, na recevo koll e‐bed euz an eil maro. 12 Scriv ive d’an eal euz a Iliz pergamus: Setu aman ar pez a lavar an hini hen deuz ar c’hleze lem euz an daou du: 13 Anaoud a ran da oberou, hag al leac’h en pehini emoud o choum, el leac’h ma ema tron Satan; hag e talc’hez va hano, ha n’ec’h euz ket nac’het va feiz memeus en deiz ma’z eo bet lakeat d’ar maro Antipas va merzer fidel en ho touez, el leac’h ma ema Satan o choum. 14 Mes eun draic‐benag em euz en da enep, beza ec’h euz aze tud hag a heuil doctrin Balaam, pehini a zeske da Valak lakaad eun occasion a bec’hed dirag bugale Israel, evit lakaad anezhe da zebri traou sacrifiet d’an idolou, ha da gweza ebarz an impudicite. 15 Evel‐se, te ive, ec’h euz aze tud hag a zalc’h doctrin an Nicolaïted; hag em euz kâs euz a gement‐se. 16 Distro eta; anez me a zeuio d’az kavoud hep‐dale, hag e combattin en ho enep gant ar c’hleze euz va genou. 17 Ra zeui an hini hen deuz diou‐skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou: D’an hini a drec’ho, me a roio dezhan da zebri euz ar mann kuzet; hag e roin dezhan eur vilien venn, ha var ar vilien‐ze e vezo scrivet eun hano nevez, ha n’eo anavezet gant den e‐bed, nemed gant an hini a receo anezhan. 18 Scriv ive d’an eal euz a Iliz thyatira: Setu aman petra a lavar Mab Doue, pehini hen deuz daou‐lagad evel eur flam‐tan, hag he dreid henvel ouz coevr euz ar c’haera. 19 Anaoud a ran da oberou, da garantez, da zervich, da feiz, ha da batianted; ha gouzoud a ran ema da oberou diveza en tu‐all d’az re genta. 20 Mes beza em euz eun draic‐benag en da enep: lezel a rez Jesabel, ar vreg‐se pehini a bretant beza profetez, da zond da gelen ha da drompla va zervicherien, evit ho lakaad da gweza en impurete, ha da zebri traou sacrifiet d’an idolou. 21 Ha me em euz roet amzer dezhi da zistrei euz he impurete; mes n’eo ket fellet dezhi hen ober. 22 Setu, ez an da deuler anezhi var eur gwele a boan; hag ar re a ra avoultriach ganthi a vezo en eun affliction vraz, mar ne deuont ket da zistrei deuz ho oberou. 23 Hag e lakain he bugale da vervel; hag an holl Ilizou a ouezo penaos ez oun an hini a zont ar c’hroazellou hag ar c’halonou; hag e roin da bep hini ac’hanoc’h hervez he oberou. 24 Mes lavaret a ran deoc’h‐hu, ha d’ar re all en Thyatira, ha da gement hini ha na heuil ket an doctrin‐man, ha pere, emezhe, n’ho deuz ket anavezet an dounder euz a Satan: Ne daolin beac’h‐all e‐bed varnoc’h; 25 mes da vihana dalc’hit mad ar pez hoc’h euz, bete ma teuin. 26 Rag d’an hini hen devezo trec’het, hag a raio va oberou beteg ar fin, me a roio dezhan galloud var an nationou. 27 Ho gouarn a rai gant eur walen houarn, hag evel ma vruzuner vesseliou pri, evel ma em euz ive recevet ar galloud‐se a‐berz va Zad. 28 Hag e roin dezhan stereden ar mintin. 29 Ra zeui an hini hen deuz diou‐skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society