Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Apocalyps 19 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XIX.

1 Goude‐ze e kleviz evel mouez eun niver braz a dud, en env, hag e lavarent: Alleluia! (Meulit Doue). Ar zilvidigez, hag ar gloar, hag an henor, hag ar galloud d’an Aotrou hon Doue!

2 Rag gwirion ha just eo he varnedigezou, rag barnet hen deuz ar c’hast vraz, pehini a gorrompe an douar gant he lubricite, hag hen deuz venjet goad he zervicherien a oa bet skulliet gant he dorn.

3 Hag e leverjont adare: Alleluia! hag he moged a zav da virviken.

4 Hag ar pevar‐var‐n’ugent den Ancien, hag ar pevar aneval en em brosternaz, hag a adoraz Doue a oa azezet var an tron, en eur lavaret: Amen, Alleluia!

5 Hag eur vouez a zeuaz euz an tron, hag a lavare: Meulit hon Doue, c’houi holl, he zervicherien, ha c’houi pere hoc’h euz doujans evithan, bihan ha braz.

6 Hag e kleviz evel mouez eur bobl vraz, hag evel mouez kalz a zoureier, hag evel mouez curunou braz, pere a lavare: Alleluia! rag an Aotrou Doue, an D oue Holl‐c’halloudec a ren.

7 En em rejouissomp, ha diskouezomp hon levenez, ha rentomp gloar dezhan; rag deuet eo eured an Oan, hag he bried a zo en em gempennet.

8 Hag ez eo bet roet dezhi d’en em viska gant lien fin, pur ha gwenn‐kan, rag al lien fin eo justis ar zent.

9 Neuze an eal a lavaraz d’in: Scriv: Eürus ar re a zo galvet d’ar banket euz a eured an Oan! Lavaret a reaz d’in ive: Ar re‐ze eo gwir gomzou Doue.

10 Ha me en em daolaz d’he dreid evit hen adori; mes hen a lavaraz d’in: N’a ket da ober kement‐se; me a zo ken‐servicher ganez, ha gant da vreudeur pere ho deuz testeni Jesus. Ador Doue, rag testeni Jesus eo ar spered a brofesi.

11 Neuze e veliz an env digor, ha setu eur marc’h gwenn, hag an hini a oa var he gein, a oa galvet an hini fidel ha gwirion, pehini a varn hag a gombat gant justis.

12 He zaou‐lagad a oa evel eur flam‐tan; ha var he ben e oa meur a gurunen. Beza hen doa eun hano scrivet ha n’eo anavezet gant den nemed ganthan he‐unan.

13 Gwisket e oa gant eur vantel livet gant goad, hag he hano a zo, ger doue.

14 An armeou a zo en env, gwisket gant lien fin gwenn‐kan, a iea var he lerc’h var gezec gwenn.

15 Euz he c’henou e teue eur c’hleze lem evit skei an nationou, rag gouarn a rai anezhe gant eur wialen houarn hag e wasko gant he dreid beol ar gwin euz a goler hag euz a indignation an Doue holl‐c’halloudec.

16 Ha var he vantel, ha var he vorzed, hen doa an hano‐man scrivet: roue ar rouane hag aotrou an aotronez.

17 Gwelet a riz eun eal en he za en heol, hag a griaz gant eur vouez krenv, en eur lavaret d’an holl lapoused a nije dre greiz an env: Deuit, hag en em dastumit assambles evit fest an Doue braz;

18 da zebri kig ar rouane, kig ar c’habitaned, kig ar re c’halloudec, kig ar c’hezec hag ar re a ia var ho c’hein, ha kig an holl, ar re libr hag an esclaved ar re vihan hag ar re vraz.

19 Hag e veliz al loen, ha rouane an douar hag ho armeou, en em dastumet assambles evit ober brezel d’an hini a oa var ar marc’h, ha d’he arme.

20 Mes al loen a oe tapet, ha ganthan ar fals‐profet, pehini hen doa great burzudou dirazhan, dre bere hen doa tromplet ar re ho doa recevet merk al loen, hag ho doa adoret he imach; ho daou e oent taolet e‐beo ebarz al lenn a dan ardant, e‐kreiz ar soufr.

21 Hag ar rest a oe lazet gant ar c’hleze a zeue er meaz euz genou an hini a oa var ar marc’h; hag an holl lapoused a oe maget gant ho c’hig.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan