Apocalyps 18 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR XVIII. 1 Goude‐ze, e veliz eun eal all, o tisken euz an env, hag hen doa eur galloud braz. An douar a oe sclerijennet gant he c’hloar. 2 Hag e criaz krenv hag a vouez huel, hag e lavaraz: Kwezet eo, Babylon ar gear vraz, kwezet eo, ha deuet eo da veza demeurans an drouk‐sperejou, hag eur plas a repu da bep spered louz, hag eur gaoued da bep lapous louz hag heuzus. 3 Rag an holl nationou ho deuz evet euz a win a fulor euz he lubricite, ha rouane an douar a zo en em roet d’al lubricite ganthi; ha marc’hadourien an douar a zo en em binvidikeet gant an abondans euz he zraou kaer. 4 Goude‐ze e kleviz eur vouez all euz an env, hag a lavare: It kuit er meaz anezhi, va fobl; gant aoun, o kaoud lod en he fec’hejou, n’ho pefe ive lod en he gouliou; 5 rag he fec’hejou a zo savet beteg an env, ha Doue hen deuz bet memor euz he fallenteziou. 6 Grit dezhi evel ma he deuz great deoc’h, rentit dezhi en doubl kement he deuz great deoc’h. Er memeus calir m’he deuz roet deoc’h da eva, roit dezhi da eva, daou c’hementall. 7 Kement ha ma’z eo en em roet d’an ourgouil ha ma’z eo en em veuzet en delisou, roit dezhi ive kement‐all a enkrez hag a c’hlac’har, rag lavaret a ra en he c’halon: Azezet oun evel eur rouanez, ha n’oun ket intanvez, ha na velin ket ar c’haon. 8 Abalamour da ze he gouliou, ar maro, ar c’haon hag an naoun, a zeuio er memeus dervez, hag e vezo devet gant an tan; rag galloudus eo an Aotrou Doue pehini a varn anezhi. 9 Ha rouane an douar, pere ho deuz great impurete ha bevet en dilisou ganthi, a ouelo dezhi, hag a skoio var boul ho c’halon abalamour dezhi, pa velint ar moged euz an tan a zev anezhi. 10 En em derc’hel a raint pell diouthi, gant aoun rag he gwall‐boaniou, hag e livirint: Malheur! Malheur! Ar gear vraz Babylon, ar gear galloudus, rag he barnedigez a zo deuet en eun heur! 11 Ha marc’hadourien an douar a ouelo hag a hirvoudo varnezhi, rag den na breno mui ho marc’hadourez: 12 Marc’hadourez aour hag arc’hant, mein pricius, perlez, lien fin, pourpr, sei ha tane, pep seurt coat a c’houez‐vad, pep seurt meubl great gant oliphant, gant coat koustus braz, arm, 13 houarn ha marbr, cinnamon, parfumou, baumou a c’houez‐vad, ezans, gwin, eol, tumen bleud, ed, loened labour, denved, kezec, kiri, corfou hag eneou tud. 14 Ar frouez a c’hoanta da ene a zo eat kuit diouzid, hag an holl draou delicat ha kaer a zo kollet evidoud; a‐vreman n’ho c’havi ken hiviziken. 15 Ar re a verze an traou‐ze, ha pere a oa deuet da veza pinvidic ganthi, en em zalc’ho pell diouthi, gant aoun rag he gwall‐boan, o ouela hag oc’h hirvoudi, 16 hag o lavaret: Malheur! Malheur! ar gear vraz, pehini a oa gwisket gant lien fin, gant dillad pourpr ha liou tan, ornet gant aour, mein pricius ha perlez! Rag en eur ober eun heur an holl binvidigezou‐ze a zo bet distrujet! 17 Ha kement sturier, ha kement hini a ia var ar batimanchou, ar vortoloded, ha kement hag a ra trafic var vor, en em zalc’he pell diouthi, 18 hag o velet ar moged a zave euz an tan a zeve anezhi, e crient: Peleac’h ema ar gear a oa par d’ar gear vraz‐ze? 19 Teuler a rent poultren var ho fennou, hag o ouela hag oc’h hirvoudi, e lavarent en eur grial: Malheur! Malheur! ar geaz vraz, en pehini e oa en em pinvidikeet dre he zraou koustus ar re holl ho doa batimanchou var ar mor, a zo bet rentet dezert en eun heur hep‐ken! 20 O env, en em laouenna abalamour dezhi, ha c’houi ive, ebestel ha profeted santel; rag Doue hen deuz accomplisset varnezhi he varnedigezou abalamour deoc’h. 21 Neuze eun eal galloudus a gemeraz eur mean henvel ouz eur mean milin braz, hag a sklapaz anezhan er mor, en eur lavaret: Evel‐se e vezo taolet d’an traon Babylon, ar gear vraz, ha den na hello mui he c’havout. 22 Ha moueziou an delenerien, hag ar vusicianed, hag ar fleüterien, hag an drompillerien na vezint mui klevet enoud; ha micherour e‐bed, a be seurt micherbenag ec’h hell beza, na vezo mui kavet enoud; ha trouz ar mean milin na vezo mui klevet enoud. 23 Ar sclerijen euz ar goulou na skedo mui enoud, ha mouez an ozac’hyaouank hag ar vreg‐yaouank na vezo mui klevet enoud; rag da varc’hadourien a oa ar re vraz euz an douar; rag dre da zorselachou an holl nationou a zo bet tromplet; 24 rag enhi eo bet kavet goad ar brofeted hag ar zent, hag ar re holl a zo bet lakeat d’ar maro var an douar. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society