Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Apocalyps 17 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XVII.

1 Hag unan euz ar seiz eal a oa ar seiz scudel ganthe, a zeuaz hag a lavaraz d’in: Deuz, hag e tiskouezin d’id barnedigez ar c’hast vraz, pehini a zo azezet var an doureier braz,

2 gant pehini rouane an douar ho deuz great traou mezus, ha pehini he deuz mezviet habitanted an douar gant ar gwin euz he lubricite.

3 Hag e kassaz ac’hanoun dre ar spered ebarz an dezert; hag e veliz eur vaouez azezet var eul loen liou an tan, leun a hanoiou a vlasphem, hag he doa seiz pen ha deg corn.

4 Ar vaouez a oa gwisket gant dillad a liou pourpr ha tan, ornet gant aour, gant mein pricius ha gant perlez; beza e oa ganthi en he dorn eur c’halir aour, leun a abominationou hag a louzdoniou he micher mezus.

5 Ha var he zal e oa scrivet eun hano: Myster, Babylon, ar gear vraz, mam an dud lubric hag abominationou an douar.

6 Gwelet a riz ar vaouez‐ze mezo gant goad ar zent ha gant goad merzerien Jesus, ha pa veliz anezhi, e oenn mantret‐holl.

7 Hag an eal a lavaraz d’in: Perag ez oud‐de ker souezet? Me a lavaro d’id ar myster euz ar vaouez, hag euz al loen a zoug anezhi, pehini hen deuz ar seiz pen hag an deg corn.

8 Al loen ec’h euz gwelet, a zo bet ha n’eo mui; dleoud a ra sevel euz an abim, ha mond da goll; hag an dud euz an douar, euz a bere an hanoiou n’int ket scrivet el levr ar vuez, adaleg crouidigez ar bed, a vezo souezet, o velet al loen, rag bet eo ha n’eo mui, daoust ha ma’z eo.

9 Aman ema an intentamant hag hen deuz furnez. Ar seiz pen a zo seiz menez, var bere ema azezet ar vaouez.

10 Beza int ive seiz roue, pemp a zo kwezet; unan a zo beo, egile n’eo ket deuet c’hoas, ha pa vezo deuet, e tle pad neubeud a amzer.

11 Hag al loen a oa, ha n’eo mui, a zo he‐unan eun eizved roue; euz ar seiz eo, ha mond a ra da goll.

12 Hag an deg corn ec’h euz gwelet, a zo deg roue, pere n’ho deuz ket c’hoas recevet ar rouantelez; mes, evit eun heur, e recevint, assambles gant al loen, ar galloud evel rouane.

13 Ar memeus mennoz ho deuz, hag e roint ho galloud hag ho nerz d’al loen.

14 Combatti a raint ouz an Oan, mes an Oan a vezo treac’h dezhe, rag hen eo Aotrou an aotronez, ha Roue ar rouane; hag ar re a zo assambles ganthan eo ar re c’halvet, ar re choazet hag ar re fidel.

15 Goude‐ze e lavaraz d’in: An doureier ec’h euz gwelet, var bere eo azezet ar c’hast, a zo poblou, hag eur foul vraz, ha nationou, ha langachou.

16 Hag an deg corn ec’h euz gwelet var al loen, ho devezo kassoni ouz ar c’hast; glac’hari a raint anezhi, lakaad a raint anezhi en noaz hag e tebrint he c’hig, hag e tevint anezhi en tan.

17 Rag Doue hen deuz lakeat en ho c’halonou ober he volontez, ha kaoud ar memeus mennoz, ha rei ar rouantelez d’al loen, bete ma vezo accomplisset komzou Doue.

18 Hogen, ar vaouez ec’h euz gwelet, eo ar gear vraz pehini a ren var rouane an douar.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan