Apocalyps 16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR XVI. 1 Hag e kleviz eur vouez o tond euz an templ, hag a lavare d’ar seiz eal: It ha skullit var an douar ar scudellou euz a goler Doue. 2 Hag ar c’henta eal a ieaz, hag a skulliaz he scudel var an douar; hag an dud ho doa merk al loen, hag ar re a adore he imach, a oe skoet gant eur gouli fall ha danjerus. 3 An eil eal a skulliaz he scudel er mor, hag e teuaz da veza evel goad eun den maro; ha kement tra beo a oa er mor a varvaz. 4 An trede eal a skulliaz he scudel var ar steriou ha var mamennou an doureier; hag e oent troet en goad. 5 Hag e kleviz eal an doureier, o lavaret: Te a zo just, Aotrou, pehini a zo, pehini a oa ha pehini a vezo santel, abalamour ma ec’h euz barnet evelse. 6 Abalamour m’ho deuz skulliet goad ar zent hag ar brofeted, ec’h euz roet dezhe goad da eva, hag her meritout a reont. 7 Hag e kleviz unan all e tu an aoter, hag a lavare: Ia, Aotrou Doue Holl‐c’halloudec, gwirion ha just eo da varnedigezou. 8 Hag ar pevare eal a skulliaz he scudel var an heol, hag e oe roet dezhan ar galloud da zevi an dud gant an tan. 9 Hag an dud a oe devet gant eun domder vraz, hag e vlasphemjont hano Doue, pehini hen deuz galloud var ar gouliou‐ze; ha na zistrojont ket evit rei gloar dezhan. 10 Ar bempved eal a skulliaz he scudel var dron al loen; hag he rouantelez a zeuaz da veza teval; ha gant ar boan ho devoa, an dud a groge en ho zeod ho‐unan gant ho dent. 11 Hag e vlasphemjont a‐enep Doue an env, abalamour d’ho foaniou ha d’ho gouliou; ha na zeuaz ket a geuz dezhe euz ho oberou. 12 Ar c’houec’hved eal a skulliaz he scudel var ar ster vraz Euphrates; hag he dour a zeuaz da zec’ha, evit ma vije preparet hent ar rouane euz ar Sav‐heol. 13 Hag e veliz o tond er meaz euz a c’henou an aerouant, hag euz a c’henou al leon, hag euz a c’henou ar fals‐profet, tri spered impur, henvel ouz gleskered. 14 Rag ar re‐ze a zo sperejou diaoulou, pere a ra burzudou, pere a ia etrezeg rouane an douar hag ar bed holl, evit ho dastum assambles evit ar gombat vraz euz a zervez an Doue holl‐c’halloudec. 15 Setu, e teuan evel eul laer. Eürus an hini a choum dihun, hag a vir he zillad, evit na gerzo ket en noaz, ha na vezo ket gwelet he vêz. 16 Hag e oent dastumet assambles en eul leac’h galvet en hebrach Armageddon (menez an tro‐kein). 17 Ar seizved eal a skulliaz he scudel en ear; hag e teuaz eur vouez vraz euz a dempl an env, euz an tron, hag a lavare: Erruet eo an taol. 18 Hag e c’hoarvezaz moueziou, ha curunou, ha luc’hed, hag eur c’hren‐douar braz; ar seurt n’euz ket bet abaoe ma’z euz tud var an douar. 19 Hag ar gear vraz a oe rannet e teir loden; diskaret e oe keariou an nationou, ha Doue a zeuaz memor dezhan euz ar gear vraz a Vabylon, evit rei dezhi calir ar gwin euz a fulor he goler. 20 Ha peb enezen a dec’haz kuit, hag ar meneziou ne oent mui kavet. 21 Hag e kwezaz euz an env var an dud grizil ken pounner hag eun talant; hag an dud a vlasphemaz a‐enep Doue, abalamour d’ar grizil, rag ar gouli a reaz a oe braz meurbed. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society