Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Apocalyps 14 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XIV.

1 Goude‐ze e selliz, hag e veliz an Oan en he za var menez Sion, ha ganthan kant pevar ha daou‐ugent mil den, pere ho doa hano he Dad scrivet var ho zal.

2 Hag e kleviz eur vouez euz an env, henvel ouz trouz an doureier braz, hag henvel ouz trouz eur gurun vraz, hag e kleviz eun trouz a delennerien o son gant ho zelennou.

3 Hag e canent evel eur c’hantic nevez dirag an tron, ha dirag ar pevar aneval hag ar re Ancien; ha den na helle diski ar c’hanticse, nemed ar c’hant pevar ha daou‐ugent mil, pere a zo bet prenet euz an douar.

4 Ar re‐ze eo ar re n’int ket bet en em souillet gant merc’hed; rag gwerc’h int. Ar re‐ze eo ar re a heuil an Oan, pe leac’h‐benag ma’z a. Ar re‐ze eo ar re a zo bet prenet a‐douez an dud, evel ar c’henta‐frouez da Zoue ha d’an Oan;

5 hag en ho genou n’euz ket bet kavet a faozentez; rag dinam int dirag tron Doue.

6 Hag e veliz eun eal all o nijal dre greiz an env, hag an Aviel eternel ganthan, evit he brezeg d’ar re a zo o choum var an douar, da bep nation, da bep tribu, da bep langach ha da bep pobl,

7 en eur lavaret gant eur vouez krenv: Doujit Doue, ha roit gloar dezhan, rag deuet eo heur he varn; hag adorit an hini hen deuz great an env hag an douar, ar mor ha mamennou an doureier.

8 Hag eun eal all a heulliaz anezhan, en eur lavaret: Kwezet eo, kwezet eo, Babylon, ar gear vraz, abalamour ma he deuz roet da eva d’an holl nationou ar gwin euz he lubricite diroll.

9 Hag unan all, an trede eal a zeuaz varlerc’h ar re‐man, en eur lavaret a vouez huel: Mar deu unan‐benag da adori al loen hag he imach, ha da gemer he verk var he dal, pe var he zorn,

10 hennes a evo ive ar gwin euz a goler Doue, gwin pur preparet er c’halir euz he goler, hag e vezo tourmantet en tan hag er soufr, dirag an elez santel, ha dirag an Oan.

11 Hag ar moged euz ho zourmant a zavo da virviken; hag ar re ho devezo adoret al loen hag he imach, ha piou‐benag hen devezo kemeret ar merk euz he hano, n’ho devezo ehan e‐bed, nag en noz nag en deiz.

12 Setu aman patianted ar zent, setu aman ar re a vir gourc’hemenou Doue, ha feiz Jesus.

13 Hag e kleviz eur vouez euz an env, hag a lavare d’in: Scriv: Eürus divar vreman ar re varo pere a varv en Aotrou! Ia, eme ar Spered, rag diskuiza a reont euz ho labouriou, hag ho oberou a ia d’ho heuil.

14 Sellet a riz c’hoas, hag e veliz eur goabren venn, hag unan azezet var ar goabren henvel ouz Mab an den, ha var he ben eur gurunen aour, hag en he zorn eur falc’h lem.

15 Hag eun eal all a zeuaz er meaz euz an templ, o crial gant eur vouez krenv d’an hini a oa azezet var ar goabren: Taol da falc’h, ha med; rag deuet eo an amzer da vedi, rag eost an douar a zo daro.

16 Neuze an hini a oa azezet var ar goabren, a daolaz he falc’h var an douar, hag an douar a oe medet.

17 Hag eun eal all a zeuaz er meaz euz an templ, a oa en env, ha ganthan ive eur falc’h lem.

18 Ha dond a reaz er meaz euz an aoter eun eal all, hag hen doa galloud var an tan, hag he‐man a griaz, gant eur vouez huel, d’an hini a oa ganthan ar falc’h lem, en eur lavaret dezhan: Taol da falc’h lem ha dastum ar bodennou rezin euz a winien an douar, rag ar rezin anezhi a zo daro.

19 Hag an eal a daolaz he falc’h var an douar, hag a zastumaz frouez ar winien euz an douar, hag e taolaz anezhe er veol vraz euz a goler Doue.

20 Hag ar veol a oe gwasket en diaveaz a gear; hag e teuaz euz ar veol goad hag a zave bete crabestou ar c’hezec var hed c’houezec kant stad.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan