Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Apocalyps 11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XI.

1 Neuze e oe roet d’in eur gorzen henvel ouz eur wialen; hag an eal a zeuaz, hag a lavaraz: Sav, ha deuz da vuzuri templ Doue, hag an aoter, hag ar re a zo eno oc’h adori.

2 Mez lez ar porz a zo a‐ziaveaz an templ, ha na vuzur ket anezhan; rag roet eo bet d’ar Jentiled; hag int a flastro gant ho zreid ar gear zantel e‐pad daou vis ha daou‐ugent.

3 Ha me a roio d’am daou dest ar galloud da brofetisa, e‐pad mil daou c’hant ha tri‐ugent devez, gwisket gant sier.

4 Ar re‐man eo an diou olivezen, hag an daou gantoleur pere en em zalc’h dirag Aotrou an douar.

5 Ha ma fell da unan‐benag ober droug dezhe, e teuio er meaz euz ho genou tan hag a zevoro ho inimied; rag mar fell da unan‐benag ober droug dezhe, e ranko perissa evel‐se.

6 Beza ho deuz ar galloud da zerri an env, evit na rai ket a c’hlao, e‐pad ma profetizint; ha beza ho deuz ar galloud da drei an dour en goad, ha da skei an douar a bep seurt gwalennou, ken alies ha ma fell dezhe.

7 Ha pa ho devezo echuet da rei ho zesteni, al loen a zav euz an abim a rai brezel dezhe, a vezo treac’h varnezhe, hag ho lazo.

8 Hag ho c’horfou maro a vezo var blasen ar gear vraz, pehini a zo galvet spirituelamant Sodom hag Egypt, e pe leac’h ive eo bet crucifiet hon Aotrou.

9 Ha tud a‐douez pep pobl, ha pep tribu, ha pep langach, ha pep nation, a velo ho c’horfou maro, e‐pad tri devez hanter, ha na lezint ket ho lakaad en beziou.

10 Hag an dud a choum var an douar en em rejouisso abalamour dezhe, hag en em roio d’al levenez, hag e kassint prezanchou an eil d’egile, rag an daou brofet‐se ho devezo tourmantet habitanted an douar.

11 Mes goude an tri devez hanter‐ze, ar Spered a vuez digasset a‐berz Doue a antreaz enhe, hag e savjont adare var ho zreid, hag eur spount vraz a gwezaz var ar re a velaz anezhe,

12 hag e klevjont eur vouez vraz euz an env, hag a lavare dezhe: Savit aman; hag e savjont en env en eur goabren, hag ho inimied a velaz anezhe.

13 En heur‐ze ive e c’hoarvezaz eur gwall‐grennamant douar; hag an degved loden euz ar gear a gwezaz, hag er c’hrennamant douar‐ze e oe lazet seiz mil den, hag ar re all a oe spountet braz, hag e rojont gloar da Zoue an env.

14 An eil gwalen a zo tremenet; setu an drede gwalen a zeui dizale.

15 Hogen, ar seizved eal a zonaz gant an drompil ha moueziou braz a oe klevet en env, hag a lavare: Rouantelezou ar bed a zo lakeat dindan galloud hon Aotrou hag he Christ, hag hen a reno da virviken.

16 Hag ar pevar‐var‐n’ugent den Ancien, pere a zo azezet var ho zronou dirag Doue, a gwezaz var ho bizach, hag a adoraz Doue, en eur lavaret:

17 Renta a reomp grasou d’id, Aotrou Doue holl‐c’halloudec, pehini a zo, pehini a oa, ha pehini a vezo, abalamour ma ec’h euz kemeret da c’halloud braz en da zorn, ha ma’z oud antreet en da rouantelez.

18 Ar boblou a zo droug enhe; mes da goler a zo deuet, hag ive an amzer da varn ar re varo, ha da rei recompans d’az servicherien ar brofeted, ha d’ar zent, ha d’ar re ho deuz doujans evit da hano, bihan ha braz, ha da goll ar re a goll an douar.

19 Ha templ Doue a zigoraz en env, hag e oe gwelet en he dempl an arc’h euz he allians; hag e teuaz luc’hed, moueziou, ha curun, hag eur c’hrennamant douar, ha kazerc’h braz.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan