3 Yann 1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)1 An Ancien, da Gaïus, ar muia‐karet, pehini a garan er wirionez. 2 Va mignon, ar pez a c’houlennan eo gwelet pep tra o vond mad ganez, ha ma kendalc’hi en iec’hed, evel ma ema ive iac’h da ene. 3 Rag kalz a joa em euz bet pa eo deuet ar breudeur, hag ho deuz roet testeni euz da fidelite, hag euz an doare ma kerzez er wirionez. 4 N’em euz ket brassoc’h joa eged klevet e kerz va bugale er wirionez. 5 Va mignon, ober a rez gant fidelite kement a rez evit ar breudeur hag evit an estranjourien; 6 ha roet ho deuz testeni euz da garantez dirag an Iliz. Ober a ri mad o pourvei d’ho beach en eun doare dign a Zoue. 7 Rag abalamour d’he hano int eat en hent, hep kemeret netra digant ar Jentiled. 8 Rag‐se ni a dle digemeret ar seurt tud‐se, evit dond da veza ken‐labourerien ganthe evit ar wirionez. 9 Scrivet em euz d’an Iliz; mes Diotreph pehini a gar beza ar c’henta en ho zouez, na receo ket ac’hanomp. 10 Rag‐se, mar teuan, e tigassin sonj dezhan euz an oberou a ra, rag gwall‐gomz a ra en hon enep ha n’e ket awalc’h kement‐se, ne receo ket he‐unan ar breudeur, mes dond a ra c’hoas da herzel ar re a fell dezhe hen ober, ha d’ ho zeuler en meaz euz an Iliz. 11 Va mignon, kemer skouer, nann euz an drouk, mes euz ar mad. An hini a ra ar mad, a zo euz a Zoue; mes an hini a ra an drouk, n’hen deuz ket gwelet Doue. 12 An holl, hag ar wirionez he‐unan, a ro testeni vad da Zemetrius; ni hon‐unan a ro ive an destenize dezhan, ha c’houi a oar penaos hon testeni a zo gwirion. 13 Bez’ em boa meur a dra da scriva d’id; mes na fell ket d’in hen ober gant ar bluen ha gant liou; 14 rag esperoud a ran da velet hep‐dale, hag e komzimp genou ouz genou. 15 Ra vezo ar peoc’h ganez! Ar mignoned a zalud ac’hanoud. Salud ar mignoned, pep hini dre he hano. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society