2 Timote 3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR III. 1 Hogen, red eo d’id gouzout penaos en deveziou diveza e teui gwall‐amzeriou. 2 Rag an dud a vezo touellet ganthe ho‐unan ha gant an arc’hant, fougeerien, ourgouillus, gwall‐deodou, dizent ouz ho zad hag ouz ho mam, 3 dizanaoudec, impi, hep carantez naturel, dibardon, droug‐prezegerien e‐faoz, diroll, didruez, leun a gassoni evit an dud vad, 4 treitourien, ter, c’houezet gant an ourgouil, douget d’ar blijadur muoc’h eged da Zoue, 5 o kaoud an apparans euz ar biete, mes o veza nac’het an nerz anezhi. Pella ive diouz an dud‐se. 6 E niver euz ar re‐ze ema ar re a ia en tiez, hag a c’hounid merc’hed paour karget a bec’hejou, sklejet gant pep seurt ioulou fall; 7 pere a zo atao o teski, heb gallout biken dond a‐ben da anaoud ar wirionez. 8 Hag evel ma teuaz Jannes ha Jambres da enebi ouz Moises, evel‐se ive ar re‐man a stourm ouz ar wirionez; tud a spered corrompet, ha reprouvet evit ar pez a zell ar feiz. 9 Mes n’ez aint ket pelloc’h; rag ho follentez a vezo anavezet gant an holl, evel ma oe ive hini an daouze. 10 Evidoud‐te, ec’h euz heulliet va doctrin, va buez, va dessein, va feiz, va fatianted, va c’harantez, va hir‐c’houzanvedigez, 11 va fersecutionou ha va zouffransou, evel ar re a c’hoarvezaz ganen en Antiokia, en Iconium, en Lystra. Pebez persecutionou em euzme gouzanvet! Hag an Aotrou hen deuz va delivret anezhe holl. 12 Hogen kement a fell dezhe beva hervez ar biete er C’hrist Jesus, a vezo persecutet. 13 Mes an dud fall hag an dromplerien a ielo var wassaad, en eur drompla ar‐re all, hag o veza tromplet ho‐unan. 14 Mes te, kendalc’h mad en traou ec’h euz desket, hag euz a bere ez oud bet assuret, o c’houzout gant piou ec’h euz desket anezhe, hag o c’houzout penaos, 15 adaleg da vugaleach, ec’h anavezez ar Scrituriou‐Sacr, pere a zo capabl da gelen ac’hanoud evit ar zilvidigez, dre ar feiz a zo en Jesus‐Christ. 16 An holl Scritur a zo inspiret gant Doue, ha mad evit rei kelennadurez, evit lakaad da gredi, evit corrija, evit diski er justis; 17 evit ma vezo an den a Zoue rentet parfet, ha mad evit peb mad‐ober. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society