2 Timote 2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR II. 1 Deuz eta, te, va mab, da grenvaad er c’hras a zo en Jesus‐Christ. 2 Hag an traou ec’h euz klevet ganen, dirag kalz a destou, laka anezhe etre daouarn tud fidel, pere a vezo ive capabl d’ho diski d’ar re all. 3 Te eta, gouzanv ar poaniou evel eur zoudard mad da Jesus‐Christ. 4 Den e‐bed pa vez er brezel, na zeu d’en em luya gant traou ar vuezman, evit plijoud d’an hini hen deuz he anrollet evit ar brezel. 5 Hag ive, mar deu unan‐benag da gombatti er c’hourennadegou, ne vez curunet nemed combatet hen defe hervez al lezennou. 6 Red eo d’an tiec labourad, aroag dastum ar frouez. 7 Taol evez ouz ar pez a lavaran, ha Doue da rei d’id skiant en pep tra. 8 Dalc’h sonj euz a Jesus‐Christ, savet a‐douez ar re varo, ganet euz a raç David, hervez va Aviel, 9 evit pehini e souffran poan, beteg beza liammet evel eun torfetour, mes ger Doue n’eo ket liammet. 10 Kement‐se a zo caoz ma c’houzanvan an holl draou abalamour d’ar re choazet, evit ma c’hellint ive kaoud ar zilvidigez a zo en Jesus‐Christ, gant ar gloar eternel. 11 Gwir eo ar gomz‐man: Mar marvomp assambles ganthan, e vevimp ive assambles ganthan. 12 Mar gouzanvomp assambles ganthan, e renimp ive assambles ganthan; mar nac’homp anezhan, hen ive a nac’ho ac’hanomp; 13 mar n’omp ket fidel, hen a choum fidel koulskoude; na hell ket en em nac’h he‐unan. 14 Digas dezhe memor euz an traouman, o testenia dezhe azevri dirag an Aotrou, e tleer diwall da zisput divarben komzou goullo, n’int mad nemed da goll ar re a zelaou anezhe. 15 Bez aketus d’en em diskouez evel eun den amprouvet dirag Doue, evel eul labourer divlam, o tispans gant eünder ar gomz a wirionez. 16 Mes diwall euz ar c’homzou dizantel ha vên; rag ar re a zo techet dezhe a gwez ato muioc’h‐mui en impiete; 17 hag ho c’homz a zebro evel ar c’hangren. E niver ar re‐ze ema Hymene ha Philet, 18 pere ho deuz troet kein d’ar wirionez, o lavaret penaos ar resurrection a zo dija c’hoarvezet, hag a ziskar evel‐se feiz hinienou. 19 Koulskoude ar fondamant stard a Zoue a choum, o kaoud ar ziel‐man: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhan; ha c’hoas; Pioubenag a c’halv hano ar C’hrist, ra zilezo an injustis. 20 En eun ti braz n’euz ket hep‐ken vesseliou aour hag arc’hant, mes ive vesseliou coat ha pri; darn evit eun usach henorabl, darn all evit eun usach disteroc’h. 21 Mar deu unan‐benag eta d’en em zerc’hel pur euz an traou‐ze, e vezo eur vessel a henor, santifiet, talvoudec evit usach ar mestr, ha preparet evit peb œuvr vad. 22 Tec’h ive ouz c’hoantadennou ar yaouankiz, ha klask ar justis, ar feiz, ar garantez hag ar peoc’h gant ar re a c’halv an Aotrou gant eur galon bur. 23 Ha taol kuit diouzid ar c’histionou foll, e pere n’euz deskadurez e‐bed, o c’houzoud penaos e teu chican anezhe. 24 Hogen, arabad eo da zervicher an Aotrou karet an disput; mes dous e tle beza e‐kenver an holl, mad da gelen, leun a batianted; 25 o lakaad gant dousder he adversourien en hent mad, o c’hortoz ma plijo gant Doue ho lakaad da gaoud keuz, ha da zond da anaoud ar wirionez, 26 evit en em diluya euz a bechou an diaoul, pehini ho dalc’h dindan‐han pleget d’he volontez. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society