2 Pêr 3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR III. 1 Breudeur muia‐karet, setu aman an eil lizer a scrivan deoc’h. Enhe ho daou e tihunan gant va c’helennadurez hoc’h intentamant vad; 2 evit ma ho pezo sonj euz ar c’homzou a zo bet lavaret diaraog gant ar brofeted santel, hag euz hor gourc’hemenni, ebestel an Aotrou hag ar Zalver. 3 O c’houzout da‐genta kement‐man, penaos e teuio en deiziou diveza goaperien, pere a valeo hervez ho drougioulou ho‐unan, 4 hag a lavaro: Peleac’h ema ar bromessa euz he zonedigez? Rag abaoe ma’z eo maro hon tadou, an holl draou a choum evel ma oant adaleg ma’z eo bet crouet ar bed. 5 Rag a volontez‐vad ec’h ignoront kement‐man, penaos eo dre c’her Doue eo bet crouet an envou gwech‐all, hag ez eo bet tennet ive diouz an dour, an douar pehini a veve dre an dour; 6 ha penaos eo dre an traou‐ze e perissaz ar bed euz an amzer‐ze, beuzet dindan an dour. 7 Hogen, an envou hag an douar a‐vreman a zo diwallet dre ar memeus ger, ha reservet evit an tan, en deiz ma vezo barnet ha kollet an dud impi. 8 Koulskoude, va breudeur muia‐karet, arabad eo deoc’h choum heb anaoud eun dra: penaos dirag an Aotrou euz devez a zo evel mil bloaz, ha mil bloaz evel eun devez. 9 An Aotrou na laka ket he bromessa da zale, evel ma’z euz lod hag a gred e tale; mes kemer a ra patianted en hor c’henver‐ni, o veza na fell ket dezhan ez afe den da goll, mes e teufe an holl d’ar gonversion. 10 Hogen, deiz an Aotrou a zeuio evel eul laer en noz; en amzer‐ze an envou a dremeno gant eun drouz vraz, hag an elemanchou entanet a vezo teuzet, hag an douar, gant al labouriou a zo enhan, a vezo devet holl. 11 O veza eta ma tle an holl draouze, dond da deuzi, na pe seurt tud ne dlefec’h‐hu ket beza dre ar zantelez euz ho puez, ha dre ho piete, 12 o c’hortoz, hag oc’h hasta donedigez an dervez a Zoue, en pehini an envou entanet a vezo diforc’het, hag an elemanchou entanet a vezo teuzet? 13 Hogen ni, hervez he bromessa, a c’hortoz envou nevez hag eun douar nevez en pehini ar justis a rai he zemeurans. 14 Abalamour da ze, breudeur muia‐karet, en eur c’hortoz an traou‐man, grit ho possubl evit beza kavet dinam ha didamal dirag he zaou‐lagad er peoc’h. 15 Ha credit penaos ar batianted vraz euz hon Aotrou eo ho silvidigez, evel ma hen deuz ive scrivet deoc’h Paol, hor breur muia‐karet, hervez ar furnez a zo bet roet dezhan; hag evel ma her gra en he holl lizerou, 16 pa gomz enhe euz an traou‐man; e‐touez pere ez euz lod dies da entent, hag a vez troet e‐gin koulz hag ar Scrituriou all, gant tud heb anaoudegez ha di‐assur, hag a ra kement‐se evit ho c’holl ho‐unan. 17 Rag‐se, breudeur muia‐karet, pere a zo bet berzet, bezit var evez, gant aoun da veza treinet gant tromplerez an dud impi, ha da zond da gweza deuz ho fermder. 18 Mes creskit en gras hag en anaoudegez hon Aotrou ha Salver Jesus‐Christ. Ar gloar dezhan, breman, ha da viken! Amen. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society