2 Pêr 2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR II. 1 Hogen evel ma’z euz bet fals profeted e‐touez ar bobl, e vezo ive fals doctored en ho touez, pere a roio digor e‐kuz da hereziou danjerus, tud pere, o nac’h an Aotrou pehini hen deuz ho frenet, a denno a‐daol ar gollidigez varnezhe ho‐unan. 2 Ha kalz a heullio ho c’helennadurezou a gollidigez, ha blasphemet e vezo an hent euz ar wirionez abalamour dezhe. 3 Ha dre avaristed e raint trafic ac’hanoc’h dre gomzou tromplus; mes abaoe pell amzer ne ehan ho c’hondaonation da dostaad, hag ho c’hollidigez na choum ket mor‐gousket. 4 Rag mar n’hen deuz ket espernet Doue an elez pere ho doa pec’het, mes mar hen denz ho zaolet ebarz an abim, staget gant chadennou a devalijen, o veza livret anezhe evit beza diwallet eno da c’hortoz ar varn; 5 ha mar n’hen deuz ket espernet ar bed koz, ha mar hen deuz preservet Noe, an eizved den, ar prezeger euz ar justis, pa hen deuz digasset an diluj var bed an dud impi; 6 ha mar hen deuz condaonet Sodom ha Gomorrh da veza distrujet, o renta ar c’heariou‐ze en ludu, evit ho rei da exempl d’ar re a vevje en impiete; 7 ha mar hen deuz delivret Lot, an den just, pehini a oa glac’haret braz gant ar vuez diroll euz an dud iffam‐ze; 8 (rag an den just‐se, pehini a oa o choum en ho zouez, a oa glac’haret bemdez he ene just, abalamour d’ar pez a vele hag a gleve divarben ho oberou fall;) 9 an Aotrou a ouezo delivra euz an dentation an dud a rent henor dezhan, ha derc’hel ar re injust evit beza punisset deiz ar varn; 10 mes dreist‐holl ar re a vale hervez ar c’hig, en dezirou an impurete, hag a ra disprij var an otorite, ar re a zo leun a hardiegez, divergont, ha n’ho deuz ket a aoun rag gwall‐gomz euz an digniteou, e‐leac’h an elez, 11 petra‐benag ma’z int brassoc’h en nerz hag en galloud, na zougont ket a varnedigez a zismegans en ho eneb dirag an Aotrou. 12 Mes ar re‐man, henvel ouz loened direzon, pere na heulliont nemed an natur, ganet evit beza kemeret ha distrujet, a wall‐gomz euz an traou na ententont ket, hag a vezo distrujet dre ho c’horruption hounan, o receo ar recompans euz ho gwall vuez. 13 Karoud a reont beza bemdez en delisou; tarchou ha louzdoni int; kemer a reont plijadur en ho zromplerezou, pa zebront assambles ganeoc’h; 14 ho daou‐lagad a zo leun a avoultriach, ha na baouezont ket da bec’hi; klask a reont tapoud an eneou n’int ket diazezet mad; ho c’halon a zo desket‐mad en avaristed; bugale a valloz int, pere, 15 goude beza dilezet an hent eün, a zo en em gollet, oc’h heuil hent Balaam, mab Bosor, hag a garaz gopr an injustis, mes pehini a oe gourdrouzet divarben he fallentez; 16 eun azenez vud, hag a gomzaz gant mouez an den, a enebaz ouz follentez ar profet. 17 Ar re‐ze a zo feunteuniou hep dour, koumoulennou taolet ha distaolet gant an avel‐dro; hag an devalijen euz an noz a zo reservet evithe e‐pad an eternite. 18 Rag en eur lavaret komzou c’houezet gant ar vanite, e klaskont tapoud dre wall‐ioulou ar c’hig hag al lubricite, tud hag ho doa en gwirionez tec’het diouz ar re a vev en diroll; 19 o prometi dezhe al liberte, petra‐benag ma’z int ho‐unan esclav d’ar gorruption; rag dond a rer da veza esclav d’an hini gant pehini e vezer bet trec’het. 20 Rag, mar deuont, goude beza tec’het euz a louzdoniou ar bed, dre an anaoudegez euz an Aotrou ha Salver Jesus‐Christ, d’en em luya enhe anevez ha da veza trec’het ganthe, ar stad diveza euz an dud‐se a zeu da veza gwassoc’h eged ar c’henta. 21 Rag gwell e vije bet dezhe n’ho divije ket anavezet hent ar justis, eged, goude beza anavezet anezhan, dond da drei kein d’ar gourc’hemen santel a oa bet roet dezhe. 22 Mes c’hoarvezet eo bet ganthe ar pez a lavar ar proverb gwirion‐man: Ar c’hi a zo distroet d’he rechetaden, hag ar wiz, goude beza bet gwalc’het, a zo eat d’en em rullia er fank. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society