2 Korintiz 8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR VIII. 1 Hogen, breudeur, rei a reomp da anaoud deoc’h ar c’hras a Zoue a zo bet roet da Ilizou Macedonia; 2 penaos, goude beza bet amprouet gant kalz a afflictionou, ez int bet karget a joa, ha penaos en ho faourentez vraz, ho deuz skulliet en abondans ar pinvidigeziou euz ho largentez. 3 Rag, hen assuri a ran, roet ho deuz ho aluzen anezhe ho‐unan, hervez ho galloud, ha zo‐ken en tu‐all d’ho galloud; 4 ouz hor pedi stard da receo an aluzen‐ze hag ho lod evit sicour ar zent. 5 Ha n’e ket hep‐ken evel m’hon doa esper ho deuz great, mes en em roet int bet ho‐unan da genta d’an Aotrou, ha neuze deomp‐ni, dre volontez Doue; 6 en hevelep doare ma hon euz pedet Titus, evel m’hen doa commanset an œuvr‐ze a garantez, d’hen achui ive en ho touez. 7 Evit se, evel m’hoc’h euz pep tra en abondans, ar feiz, ar gomz, an anaoudegez, ar volontez‐vad e pep tra, ar garantez evidomp‐ni, ho pedomp da gaoud ive en abondans ar volontez‐vad evit an œuvr‐man a garantez. 8 Na lavaran ket an dra‐man dre c’hourc’hemen, mes evit amprouv, dre an hast euz ar re all, al lealded euz ho karantez. 9 Rag anaoud a rit ar garantez euz hon Aotrou Jesus‐Christ, pehini, hag hen pinvidic, a zo en em c’hreat paour abalamour deoc’h, evit ma teujac’h da veza pinvidic dre he baourentez. 10 Hag en kement‐man e roan deoc’h eun ali, rag deread eo kement‐se ouzoc’h‐hu, pere n’hoc’h euz ket hep‐ken commanset d’hen ober, mes pere ho poa bet ar sonj d’hen ober adaleg ar bloaz tremenet. 11 Achuit eta breman d’hen ober, hag evel ma’z oc’h bet pront a intantion, peur‐achuit ive hervez ho kalloud. 12 Rag, mar hen deuz an den bolontez‐vad da rei, ez eo agreabl da Zoue, o rei hervez ar pez hen deuz, ha nann hervez ar pez n’hen deuz ket. 13 Rag evit‐gwir, arabad eo deoc’h beza re zammet, evit ma vezo soulajet ar re all; er c’hontrol, ra vezo egalite etrezoc’h, 14 ra zeuio hoc’h abondans da zicour breman ho faourentez; evit ma teuio abondans ar re‐ze da zicour ive ho paourentez, en hevelep doare ma vezo pep tra ingal, hervez ma’z eo scrivet: 15 An hini a zastume kalz, n’hen divije ket muioc’h, hag an hini a zastume neubeud, n’hen divije ket neubeutoc’h. 16 Hogen, ra vezo rentet grasou da Zoue, pehini hen deuz lakeat e calon Titus ar memeus sourci evidoc’h; 17 rag en em roet eo d’am ali, hag ez eo eat en hent, gant muioc’h a hast hag a galon‐vad, evit ho kwelet. 18 Kasset hon euz ive ganthan ar breur euz a behini ar veuleudi a zo skulliet en holl Ilizou, evit ar pez a zell an Aviel; 19 ha n’eo ket a‐walc’h kement‐se, mes choazet eo bet ive gant an Ilizou, evit dond ganeomp en hor beach, hag evit dougen an aluzennou a c’houarnomp evit gloar an Aotrou he‐unan, hag hervez an nerz euz ho polontez‐vad. 20 Kemeret hon euz ar brecaution‐ze, evit na hello den hon tamal divarben ar gouarnamant euz an aluzennou brazze; 21 o lakaad aket da ober ar pez a zo mad, n’e ket hep‐ken dirag an Aotrou, mes ive dirag an dud. 22 Kasset hon euz ive ganthe hor breur, pehini hon euz kavet meur a vech aketus meurbed, hag a vezo c’hoas muioc’h ar vech‐man, abalamour d’ar fizians vraz hen deuz enoc’h. 23 Evel‐se, evit ar pez a zell Titus, hennes a zo compagnon d’in, ha labourat a ra assambles ganen evidoc’h; hag evit ar pez a zell hor breudeur, ar re‐man a zo kannaded an Ilizou, ha gloar ar C’hrist. 24 Roit eta dezhe, dirag an Ilizou, merkou euz ho karantez, hag euz al leac’h hon euz d’en em c’hlorifia divar ho pen. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society