2 Korintiz 5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR V. 1 Rag gouzoud a reomp penaos, mar d’eo distrujet an danten‐man, an ti douarman en pehini e choumomp, hon euz ebarz an envou eun ti‐all a‐berz Doue, eun ti eternel, ha n’eo ket bet great gant dorn an den. 2 Rag huanadi a reomp en danten‐man, o tezirout gant nerz beza gwisket gant hon ti a zo euz an env; 3 mar digouez deomp koulskoud ebeza kavet gwisket, eleac’h beza en noaz. 4 Rag ni pere a zo en danten‐man, ne reomp nemed huanadi dindan ar beac’h, o veza ma fell deomp, eleac’h beza divisket, beza gwisket, evit ma vezo ar pez a zo marvel lounket gant ar vuez. 5 Hag an hini hen deuz great ac’hanomp evit kement‐se, eo Doue pehini ive hen deuz roet deomp an arrez euz he Spered. 6 Ato eta ez omp leun a fizians, ha gouzoud a reomp penaos e‐pad ma’z omp o choum er c’horf‐man, emomp pell diouz an Aotrou. 7 (Rag dre ar feiz eo e valeomp, ha nann dre ar gwelet.) 8 Mes leun omp a fizians, ha gwelloc’h eo ganeomp kuitaad ar c’horf‐man, ha beza e‐kichen an Aotrou o choum. 9 Evit se eo e reomp hor fossubl da veza agreabl dezhan, pe e vez red deomp choum er c’horf‐man, pe mond kuit euz anezhan. 10 Rag red eo deomp holl parissa dirag tribunal ar C’hrist, evit ma recevo pep hini hervez ar mad pe an droug hen devezo great, e‐pad ma oa er c’horf. 11 Oc’h anaoud eta an doujans a zo dleet d’an Aotrou, e poaniomp evit lakaad an dud da gredi; ha Doue a anavez ac’hanomp, hag esperoud a ran ive ez omp anavezet ganeoc’h en ho coustians, 12 rag n’en em recommandomp ket a‐nevez deoc’h, mes rei a reomp deoc’h leac’h d’en em c’hlorifia abalamour deomp, evit ma c’hellot kaout peadra da respont d’ar re en em c’hlorifi euz an diaveaz, ha nann er galon. 13 Rag, pe ni a zo er meaz ac’hanomp hon‐unan, evit Doue eo, pe ni a choum en hor skiant‐vad, evidoc’h eo. 14 Rag karantez ar C’hrist a bres ac’hanomp, o veza ma credomp stard penaos, mar d’eo marvet unan evit an holl, neuze an holl a zo maro; 15 hag evit an holl eo bet marvet, evit ma teui ar re a zo beo, da veva nann evithe ho‐unan, mes evit an hini a zo maro ha resussitet evithe. 16 Evel‐se, a‐vreman, na anavezomp den hervez ar c’hig; ha memeus mar hon euz anavezet ar C’hrist hervez ar c’hig, breman n’hen anavezomp mui evel‐se. 17 Mar d’euz eta unan‐benag hag a zo er C’hrist, hennes a zo eur c’hrouadur nevez; an traou koz a zo tremenet; setu deuet pep tra da veza nevez. 18 Hogen, an holl draou‐ze a zeu euz a Zoue, pehini hen deuz hon unanet a‐nevez ganthan dre Jesus‐Christ, hag hen deuz roet deomp ar garg a adunvaniez. 19 Rag Doue a oa er C’hrist, oc’h adunvani ar bed ganthan he‐unan, o viret da gounta dezhe ho fec’hejou; hag hen deuz lakeat enomp ar gomz a adunvaniez. 20 Ober a reomp eta ar garg a gannaded evit ar C’hrist, evel pa vez Doue he‐unan oc’h exhorti dreizomp; hag en hano ar C’hrist eo e pedomp ac’hanoc’h stard: Bezit unanet a‐nevez gant Doue! 21 Rag an Hini n’hen deuz ket anavezet ar pec’hed, a zo bet tretet ganthan evel pec’her abalamour deomp, evit ma teuimp‐ni da veza just euz a justis Doue enhan. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society