Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Korintiz 10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR X.

1 A‐hend‐all, me Paol, a bed ac’hanoc’h dre zouster ha madelez ar C’hrist, me pehini a zo humbl dirazoc’h, mes leun a hardiegez en ho kenver, pa vezan pell diouzoc’h;

2 ho pedi a ran, pa vezin tost deoc’h, na vezo ket red d’in ober usach gant fizians euz an hardiegez‐ze, a behini em euz sonj da ober usach a‐enep eun darn‐benag pere a gemer ac’hanomp evit tud hag a vale hervez ar c’hig.

3 Rag petra‐benag ma valeomp er c’hig, na vrezelekaomp ket hervez ar c’hig.

4 Rag hon armou a‐vrezel n’int ket kigus, mes galloudus int en Doue, evit diskar ar fortereziou,

5 evit diskar rezoniou an dud, ha pep huelder a zav a‐enep an anaoudegez a Zoue, hag evit digas pep sonjezon da blega da zoujans ar C’hrist;

6 ha prest omp da bunissa pep dizentidigez, pa vezo parfet ho sentidigez.

7 Ha sellet a rit‐hu ouz an traou hervez an apparans? Mar d’euz unan‐benag hag a gred enhan he‐unan ez eo d’ar C’hrist, ra gredo eta ive penaos, evel ma’z eo hen he‐unan d’ar C’hrist, ni ive a zo dezhan.

8 Ha pa deufen d’en em c’hlorifia c’hoas muioc’h euz ar galloud hon euz bet digant an Aotrou, evit ho krenvaad er feiz ha nann evit ho tiskar, n’em befe ket a vêz euz a gement‐se;

9 evit na vezo ket credet e karfen ober aoun deoc’h dre va lizerou.

10 Rag, eme an dud, he lizerou a zo rust ha leun a nerz; mes pa vez dirazomp, he zoare a zo sempl, hag he gomz a zo dister.

11 Ra zeuio an hini a gomz evel‐se, da gonsideri penaos, evel ma’z omp en hor c’homzou hag en hon lizerou, pa vezomp pell diouzoc’h, evel‐se ive ez omp en hon oberou, pa vezomp dirazoc’h.

12 Rag na gredomp ket en em lakaad e renk darn, pere en em veul ho‐unan, nag en em gompari ganthe; ouz en em vuzuri ho‐unan dreizhe ho‐unan, hag ouz en em gompari ganthe ho‐unan, e tiskouezont n’ho deuz ket a skiant.

13 Mes evidomp‐ni, n’en em c’hlorifiomp ket en tu‐all d’ar pez a zo dleet; mes hervez ar muzul euz al loden roet deomp gant Doue, evit erruout beteg enoc’h.

14 Rag n’en em astennomp ket pelloc’h eged n’eo dleet, evel pa na vemp ket erruet beteg enoc’h, pa’z eo gwir ez omp arruet gant Aviel ar C’hrist.

15 Ni n’en em c’hlorifiomp ket en tu‐all d’ar pez a zo dleet, da lavaret eo, en labouriou ar re‐all; mes an esperans hon euz penaos, pa vezo cresket ho feiz‐c’houi, ez aimp kalz pelloc’h, el loden a zo bet merket deomp;

16 evit prezeg an Aviel er broiou a zo en tu‐all d’hoc’h hini; hep en em c’hlorifia euz ar pez a zo bet great dija en loden ar re all.

17 Koulskoude an hini a deu d’en em c’hlorifia, ra zeuio d’en em c’hlorifia, en Aotrou.

18 Rag n’e ket an hini en em recommand he‐unan a vez kavet mad, mes an hini a vez recommandet gant Doue.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan