2 Korintiz 1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR I. 1 Paol, abostol Jesus‐Christ, dre volontez Doue, hag hor breur Timoteus, da Iliz Doue a zo e Corint, ha d’an holl Zent a zo en holl Akaia. 2 Gras ha peoc’h deoc’h a‐berz Doue hon Tad, hag a‐berz an Aotrou Jesus‐Christ! 3 Ra vezo benniget Doue, a zo Tad hon Aotrou Jesus‐Christ, Tad an trugarezou, hag an Doue a bep consolation, 4 pehini a gonsol ac’hanomp ekreiz hon holl enkreziou, evit ma c’hellimp ive consoli ar re holl a zo en eun enkrezbenag, dre ar gonsolation gant pehini omp consolet hon‐unan gant Doue. 5 Rag, evel ma cresk souffransou ar C’hrist enomp, evel‐se ive e cresk hor c’honsolation dre ar C’hrist. 6 Hogen, pa’z omp enkrezet, kement‐se a zo evit ho consolation hag ho silvidigez, pehini a zeu d’en em ober, pa c’houzanvit gant patianted ar memeus souffransou a c’houzanvomp hon‐unan; ha pa’z omp consolet kement‐se a zo evit ho consolation hag ho silvidigez, 7 (hag an esperans hon euz divar ho pen a zo krenv), dre ma c’houzomp penaos, evel ma hoc’h euz lod er poaniou, evel‐se ive ho pezo lod er gonsolation. 8 Rag, breudeur, na fell ket deomp e choumfac’h heb anaoud an drubuil a zo bet c’hoarvezet ganeomp en Azi, penaos ez omp bet gwallvac’het, dreist hon nerz, en hevelep doare m’hon doa zo‐ken kollet an esperans da zerc’hel hor buez. 9 Hag en em gonsideremp hon‐unan evel tud condaonet d’ar maro, evit ne lakejemp ket hor fizians enomp hon‐unan, mes en Doue pehini a laka ar re varo da resussita; 10 pehini hen deuz hon delivret hag a zelivr ac’hanomp euz a eur seurt maro; hag esper hon euz e telivro ac’hanomp c’hoas; 11 o veza ive sicouret ganeoc’h‐hu dre ho pedennou evidomp, evit, evel m’hon euz recevet ar c’hrasse dre galz a dud, ma vezo ive kalz o renta grasou da Zoue a gement‐se evidomp. 12 Rag ar pez a ra hor meuleudi, eo an desteni‐man euz hor c’houstians, penaos ez omp en em gomportet er bed, ha dreist holl en ho kenver‐c’houi, gant simplicite hag eünder dirag Doue, nann gant eur furnez kigus, mes gant gras Doue. 13 Rag na scrivomp deoc’h netra nemed ar pez a lennit, hag ive a anzavit, hag ec’h esperan hen anzavfot beteg ar fin; 14 evel ma hoc’h euz ive anzavet eun neubeud benag, penaos ez omp sujet a c’hloar deoc’h, evel ma veot ive deomp‐ni en deiz an Aotrou Jesus. 15 Hag er fizians‐ze eo e felle d’in mond d’ho kwelet araog, evit ma c’heljec’h receo eur c’hras all; 16 ha mond neuze euz ho pro da Vacedonia; ha distrei goude euz a Vacedonia d’ho kavoud, ha beza ambrouget ganeoc’h var‐zu ar Jude. 17 Hogen, pa en em broposen kement‐se, hag hen great em euz‐me dre skanvadurez, pe daoust hag hervez ar c’hig e sonjan ober ar pez a fell d’in, en hevelep doare ma vez ganen‐me, ia, ia, ha, nann, nann? 18 Doue pehini a zo gwirion, a zo test d’in penaos ar ger hoc’h euz recevet diganeomp n’eo ket bet ia ha nann. 19 Rag Mab Doue, Jesus‐Christ, pehini a zo bet prezeget deoc’h ganeomp‐ni, da lavaret eo, ganen‐me, gant Silvanus, ha gant Timoteus, n’eo ket bet ia ha nann; mes pep tra a zo ia enhan. 20 Rag kement a zo euz a bromessaou Doue, a zo holl ia enhan: dreizhan eta ive an Amen, evit gloar Doue dreizomp‐ni. 21 Hogen, an hini a grenva ac’hanomp ganeoc’h er C’hrist, hag hen deuz eoliet ac’hanomp eo Doue, 22 pehini hen deuz hor siellet gant he ziel, hag hen deuz roet deomp en hor c’halonou an arrez euz he Spered. 23 Hogen kemer a ran Doue da dest var va ene, penaos evit hoc’h espern eo n’oun ket eat c’hoas da Gorint. N’e ket m’hor be c’hoant da zomina var ho feiz‐c’houi, mes ken‐labourerien omp d’ho choa, pa’z eo gwir dre ar feiz eo e choumit stard. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society