Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Yann 4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR IV.

1 Bugale muia‐karet, na gredit ket da bep spered, mes amprouvit ar sperejou, evit gouzoud hag int a zo a‐berz Doue; rag kalz a falsprofeted a zo deuet er bed.

2 Anavezit Spered Doue en kement‐man: kement spered hag a anzav penaos Jesus‐Christ a zo deuet er c’hig, a zo a‐berz Doue;

3 ha kement spered ha na anzav ket ez eo Jesus‐Christ deuet er c’hig, n’eo ket a‐berz Doue. Hogen, hennes eo spered an Ante‐Christ, divarben pehini hoc’h euz klevet lavaret ema o tond, ha pehini a zo dija breman ebarz ar bed.

4 C’houi, bugaligou a zo euz a Zoue, hag hoc’h euz trec’het anezhe, rag an hini a zo enoc’h, a zo brassoc’h eged an hini a zo er bed.

5 Int a zo euz ar bed, dre‐ze e komzont hervez ar bed, hag ar bed a zelaou anezhe.

6 Ni a zo euz a Zoue; an hini a anavez Doue, a zelaou ac’hanomp; an hini n’eo ket euz a Zoue, na zelaou ket ac’hanomp: dre gement‐se ec’h anavezomp ar spered a wirionez hag ar spered a c’haou.

7 Bugale muia‐karet, en em garomp an eil egile; rag ar garantez a zeu euz a Zoue, ha kement hini a gar, a zo ganet euz a Zoue, hag a anavez Doue.

8 An hini na gar ket, n’hen deuz ket anavezet Doue, rag Doue a zo karantez.

9 Karantez Doue en hor c’henver a zo en em diskouezet dre ma hen deuz digasset Doue he Vab unic er bed, evit ma vevimp dreizhan.

10 E kement‐man ema ar garantez: n’e ket ni eo hon euz karet Doue, mes Doue eo hen deuz hor c’haret, hag hen deuz digasset he Vab, da eza eur sacrifis a adunvaniez evit hor pec’hejou.

11 Bugale muia‐karet, mar hen deuz Doue hor c’haret evel‐se, ni a dle ive en em garet en eil egile.

12 Den e‐bed n’hen deuz biscoas gwelet Doue; mar en em garomp an eil egile, Doue a choum enomp, hag he garantez a zo peur‐c’hreat enomp.

13 E kement‐man ec’h ouzomp penaos e choumomp enhan hag hen enomp, o veza ma hen deuz roet deomp euz he Spered.

14 Ha ni hon euz gwelet, hag e roomp testeni penaos an Tad hen deuz digasset ar Mab, Salver ar bed.

15 Piou‐benag a anzavo ez eo Jesus Mab Doue, Doue a choum enhan, hag hen en Doue.

16 Evidomp‐ni, hon euz anavezet ar garantez hen deuz Doue evidomp hag hon euz credet enhan: Doue a zo karantez; hag an hini a choum er garantez, a choum en Doue, ha Doue enhan.

17 E kement‐man eo peur‐c’hreat ar garantez enomp, evit ma hor bezo fizians en deiz ar varn; rag evel ma’z eo he‐unan, evel‐se ez omp ive er bed‐man.

18 Er garantez ne vez aoun e‐bed, mes ar garantez parfet a daol kuit an aoun; rag pa vez aoun, e vez ive eur bunition‐benag, hag an hini hen deuzaoun n’eo ket parfet er garantez.

19 Evidomp‐ni, ni a gar anezhan, abalamour ma hen deuz hor c’haret da genta.

20 Mar d’euz unan‐benag hag a lavar: Me a gar Doue, ha mar deu da gasaad he vreur, hennes a zo eur gaouiad; rag an hini na gar ket he vreur hag hen o velet anezhan, penaos ec’h hell‐hen karoud Doue, pa na vel ket anezhan?

21 Hag ar gourc’hemenman hon euz bet diganthan: An hini a gar Doue ra zeui ive da garet he vreur.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan