1 Yann 2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR II. 1 Va bugaligou, scriva a ran antraou‐man deoc’h, evit na bec’hot ket. Ha mar d’euz unan‐benag hag hen deuz pec’het, hon euz eun avocat dirag an Tad, Jesus‐Christ ar Just. 2 Hen eo ar zacrifis a adunvaniez evit hor pec’hejou; ha n’e ket hep ken evit hon re‐ni, mes ive evit re ar bed holl. 3 Ha dre gement‐man ec’h ouzomp penaos hon euz anavezet anezhan, mar miromp he c’hourc’hemenou. 4 An hini a lavar: Me em euz anavezet anezhan, ha na vir ket he c’hourc’hemenou, a zo eur gaouiad, hag ar wirionez n’ema ket enhan. 5 Mes an hini a vir he c’her, a zo en gwirionez karantez Doue parfet enhan, ha dre an dra‐ze ec’h anavezomp emomp enhan. 6 An hini a lavar e ra he zemeurans enhan, a dle he‐unan ive bale evel ma hen deuz‐hen baleet. 7 Breudeur, na scrivan ket deoc’h eur gourc’hemen nevez, mes eur gourc’hemen koz, an hini hoc’h euz bet adaleg ar pen‐kenta; ar gourc’hemen kozze eo ar ger hoc’h euz klevet adaleg ar pen‐kenta. 8 Koulskoude, e scrivan deoc’h eur gourc’hemen nevez, ar pez a zo gwir enhan hag enoc’h, rag an devalijen a dremen, hag ar gwir sclerijen a zo dija o lugerni. 9 An neb a lavar ema er sclerijen, hag hen deuz kâs ouz he vreur, a zo c’hoas breman en devalijen. 10 Neb a gar he vreur, a choum er sclerijen, ha n’euz netra enhan hag a hell hen lakaad da gweza. 11 Mes an hini hen deuz kâs ouz he vreur, a zo en devalijen, hag a vale en devalijen, ha na oar ket da beleac’h ez a, rag an devalijen he deuz dallet he zaou‐lagad. 12 Scriva a ran deoc’h, bugaligou, dre ma’z eo pardonet deoc’h ho pec’hejou abalamour d’he hano. 13 Scriva a ran deoc’h, tadou, abalamour ma hoc’h euz anavezet an hini a zo adaleg ar pen‐kenta. Scriva a ran deoc’h, tud yaouank, abalamour ma hoc’h euz trec’het var an drouk‐spered. 14 Scriva a ran deoc’h, bugaligou, abalamour ma hoc’h euz anavezet an Tad. Scrivet em euz deoc’h, tadou, abalamour ma hoc’h euz anavezet an hini a zo adaleg ar pen‐kenta. Tud yaouank, scrivet em euz deoc’h, abalamour m’az oc’h krenv, ha ma choum ger Doue enoc’h, ha ma hoc’h euz trec’het var an drouk‐spered. 15 Na garit ket ar bed, nag an traou a zo er bed. Mar d’euz unan‐benag hag a gar ar bed, karantez an Tad n’ema ket enhan; 16 rag kement a zo er bed, droug‐ioul ar c’hig, droug‐ioul an daou‐lagad, hag ourgouil ar vuez, na zeu ket euz an Tad, mes euz ar bed. 17 Hag ar bed a dremen, hag he zrougioul ive: mes an hini a ra bolontez Doue a choum da viken. 18 Bugaligou, hou‐man eo an heur diveza; hag evel ma hoc’h euz klevet e tle dond an Ante‐Christ, brema dija ez euz meur a ante‐christ; dre eno ec’h anavezomp ema an heur diveza. 19 Eat int er meaz euz hon touez, mes ne oant ket euz hon re‐ni; rag ma vijent bet euz hon re‐ni, e vijent choumet ganeomp, mes kement‐se a zo c’hoarvezet evit ma vije discleriet penaos n’int ket holl euz hon re‐ni. 20 Evidoc’h‐hu a‐berz an Hini santel eo hoc’h euz recevet an onction, hag ec’h anavezit pep tra. 21 Scrivet em euz deoc’h n’e ket abalamour na ouzoc’h ket ar wirionez, mes abalamour ma c’hanavezit anezhi, hag abalamour na zeu gaou e‐bed euz ar wirionez. 22 Piou eo ar gaouiad, nemed an hini a nac’h penaos Jesus eo ar C’hrist? Hennes eo an ante‐christ, pehini a nac’h an Tad hag ar Mab. 23 Kement hini a nac’h ar Mab n’hen deuz ket ken neubeud an Tad; an hini a anzav ar Mab, hen deuz ive an Tad. 24 Ra choumo eta enoc’h ar pez hoc’h euz klevet adaleg ar pen‐kenta. Mar choum enoc’h ar pez hoc’h euz klevet adaleg ar pen‐kenta, c’houi ive a choumo er Mab hag en Tad. 25 Hag ar bromessa hen deuz great deomp eo ar vuez eternel. 26 An traou‐man em euz scrivet deoc’h divarben ar re a drompl ac’hanoc’h. 27 Mes an onction hoc’h euz recevet diganthan, a choum enoc’h; ha n’hoc’h euz ket ezom e teufe den e‐bed d’ho kelen; mes evel ma teu an onctionze da zeski deoc’h pep tra, ha ma’z eo gwirion, ha ma n’eo ket eur gaou, evel‐se, hervez ma’z eo bet desket deoc’h ganthi, choumit enhan. 28 Breman eta, bugaligou, choumit enhan, evit ma hon devezo fizians, pa zeuio, ha n’hor bezo ket a vêz dirazhan en he zonedigez. 29 Mar gouzoc’h ez eo hen just, gouezit penaos piou‐benag a ra ar pez a zo just, a zo ganet euz anezhan. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society