1 Yann 1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR I. 1 Ar pez a oa adaleg ar pen‐kenta, ar pez hon euz klevet, ar pez hon euz gwelet gant hon daou‐lagad, euz a behini hon euz sellet piz, hag hon euz touchet gant hon daouarn hon‐unan, divarben Ger ar vuez; 2 (rag ar vuez a zo bet diskouezet, ha ni hon euz he gwelet, hag e roomp testeni anezhi, hag e tiscleriomp deoc’h ar vuez eternel, pehini a oa gant an Tad, hag a zo en em ziskouezet deomp;) 3 ar pez hon euz gwelet ha klevet eo a ziscleriomp deoc’h, evit ma ho pezo‐c’honi communion ganeomp. Hogen, hor c’hommunion a zo gant an Tad ha gant Jesus‐Christ he Vab. 4 Ha ni a scriv an traou‐man deoc’h, evit ma vezo parfet ho joa. 5 Hogen, ar c’helou hon euz klevet diganthan, hag a ziscleriomp deoc’h, eo ma’z eo Doue sclerijen, ha n’ez euz tevalijen e‐bed enhan. 6 Mar leveromp hon euz communion ganthan, ha mar baleomp en devalijen, e leveromp gaou, ha ne heulliomp ket ar wirionez. 7 Mes mar baleomp er sclerijen, evel ma ema he‐unan er sclerijen, hon euz communion an eil gant egile, ha goad Jesus‐Christ he Vab a neta ac’hanomp a bep pec’hed. 8 Mar leveromp n’hon euz ket a bec’hed, en em dromplomp hon‐unan, hag ar wirionez n’ema ket enomp. 9 Mar c’hanzavomp hor pec’hejou, hen a zo fidel ha just evit ho fardoni deomp, hag evit netaad ac’hanomp euz a bep injustis. 10 Mar leveromp n’hon euz ket a bec’hed, e lekeomp anezhan da c’haouiad, hag he c’her n’ema ket enomp. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society