Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Timote 5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR V.

1 Na repren ket rust eun den koz; mes exhort anezhan evel eun tad; an dud yaouank evel breudeur;

2 ar gragez koz evel mammou; ar re yaouank evel c’hoarezed, gant pep purete.

3 Rent henor d’an intanvezed pere a zo gwir intanvezed.

4 Mes mar he deuz eun intanvez‐benag bugale, pe bugale d’he bugale, ra zeskint da genta henori ho famill ho‐unan, ha renta d’ho zadou ha d’ho mammou ar pez ho deuz bet diganthe; rag kement‐se a zo mad hag agreabl da Zoue.

5 Hogen, an hini a zo gwir intanvez hag a zo choumet he‐unan, a esper en Doue hag a gendalc’h er beden hag en orezon noz‐deiz.

6 Mes an hini a vev er plijadurezou, a zo maro hag hi o veva.

7 Kemen dezhe an traou‐ze eta, evit ma vezint direbech.

8 Mar d’euz unan‐benag ha na zeu ket da bourvei d’he dud, ha dreistholl d’ar re euz he di he‐unan, hennes hen deuz nac’het ar feiz, hag a zo gwassoc’h eged eur paian.

9 Eun intanvez na dle ket beza lakeat var ar rol, nemed oajet e vez a dri‐ugent vloaz, hag intanvez euz eur pried hep‐ken;

10 ha nemed beza he defe an desteni euz he œuvrou mad, an desteni da veza savet he bugale, da veza digemeret an estranjourien, gwalc’het ho zreid d’ar Zent, sicouret an dud afflijet, ha da veza lakeat he foan en peb seurt œuvrou mad.

11 Mes diwall da receo an intanvezed yaouankoc’h; rag pa zeu al lubricite d’ho lakaad a‐enep ar C’hrist, e fell dezhe dimezi;

12 ha kement‐se a reont evit ho c’hondaonation, abalamour ma ho deuz dilezet ho feiz kenta.

13 Ha gant kement‐se e teskont beza didalvez, o rodal euz an eil ti d’egile; ha n’int ket hep‐ken didalvez, mes ive barbillerezed ha merc’hed curius, ha lavaret a reont traou ha n’int ket deread.

14 Me a fell d’in eta e teufe ar re yaouank da zimezi, da gaoud bugale, da c’houarn ho zi, ha ne rofent d’an enebour leac’h e‐bed da zroug‐komz.

15 Rag hinienou a zo dija troet da heuil Satan.

16 Mar hen deuz eur goaz pe eur vaouez fidel‐benag intanvezed, sicourint anezhe, ha na lezit ket an Iliz da veza bec’hiet ganthe, evit ma hello sicour ar re a zo gwir intanvezed.

17 Ra vezo ar re Ancien hag a c’houarn mad, istimet dign euz a eun henor doubl; dreistholl ar re a labour evit prezeg hag evit kelen.

18 Rag ar Scritur a lavar: Ne vinelli ket an eujen a zo o torna an ed; hag al labourer a zo dign euz he bae.

19 Na zigemer tamal e‐bed a‐enep unan euz ar re Ancien, nemed beza e vefe daou pe dri dest.

20 Repren, dirag an holl, ar re a bec’h, evit m’ho devezo ar re all aoun ive.

21 Da gonjuri a ran dirag Doue, dirag an Aotrou Jesus‐Christ, hag an elez choazet, da viret an traou‐man heb beza douget evit den, ha da ziwall ne rafez netra dre breferans.

22 Ne asten da zaouarn var den re vuhan, ha na gemer ket lod en pec’hejou ar re all, en em vir pur da‐unan.

23 Na gendalc’h ket da eva dour hep‐ken; mes kemer eun neubeud gwin, abalamour da c’hestomac ha d’an diezamanchou a gwez varnoud alies.

24 Pec’hejou darn euz an dud a zo sclear da velet, memeus araog ma vent barnet; mes beza ez euz pec’hejou all ha na veler nemed goude.

25 Er memeus doare ive oberou mad darn a zo sclear da velet; ha ma n’int ket sclear dioc’h‐tu, ne hellont ket choum kuzet.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan