1 Timote 4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR IV. 1 Ar Spered a lavar sclear penaos en amzeriou diveza darn a droio kein d’ar feiz, oc’h en em rei da sperejou tromplus, ha da zoctrinou an droug‐sperejou; 2 dre hipocrizi doctored faoz, euz a bere ar goustians a vezo merket gant an houarn tom, 3 o tifen dimezi, hag o c’hourc’hemen en em briva euz a voued pere a zo bet crouet gant Doue, evit ma teuio ar re a gred hag ar re ho deuz anavezet ar wirionez da ober usach anezhe gant actionou a c’hras. 4 Rag kement tra a zo bet crouet gant Doue, a zo mad, ha netra na dle beza taolet kuit, pa rer usach anezhan gant actionou a c’hras; 5 rag santifiet eo dre c’her Doue, ha dre ar beden. 6 En eur lakaad an traou‐ze d’ar breudeur, dirag ho daoulagad, e vezi eur servicher mad da Jesus‐Christ, maget gant komzou ar feiz hag an doctrin vad ec’h euz heulliet gant aked. 7 Mes taol diouzid ar fablennou profan ha sod, ha laka da boan da greski er biete. 8 Rag an exercis euz ar c’horf n’eo talvoudec nemed evit neubeud a dra; mes ar biete a zo talvoudec evit pep tra, o veza m’he deuz ar bromessa euz ar vuezman hag euz an hini da zond. 9 Ar gomz‐man a zo gwir, ha dign euz a bep fizians. 10 Rag abalamour ma c’hesperomp en Doue beo, pehini eo Salver an holl dud, ha dreist pep tra Salver an dud fidel, eo ec’h anduromp kement a labouriou ha kement a zismegans. 11 Kemen ha desk an traou‐ze. 12 Ra ziwallo pep den da ober disprij var da yaouankiz; mes bez da‐unan eur skouer d’ar re a gred, dre ar gomz, dre ar vuez vad, dre ar garantez, dre ar spered, dre ar feiz, dre ar burete. 13 Ken a zeuin, en em ro da lenn, da exhorti, da gelen. 14 Na lez ket didalvoud an donezon a zo enoud, pehini a zo bet roet d’id dre ar brofesi, pa ho deuz conseil ar re Ancien astennet ho daouarn varnoud. 15 Sonj mad en traou‐ze, dalc’h da spered bepred sourciet ganthe, evit ma vezo anaten pep tra penaos e creskez. 16 Laka evez ouzid da‐unan hag ouz an doctrin; kendalc’h en traou‐ze, rag en eur ober kement‐se, en em zavetei da‐unan, hag ar re a zelaou ac’hanoud. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society