Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Timote 1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR I.

1 Paol, abostol Jesus‐Christ, hervez gourc’hemen Doue, hor Zalver, hag an Aotrou Jesus‐Christ, hon esperans,

2 da Dimoteus, va gwir vab er feiz. Gras, trugarez ha peoc’h a‐berz Doue hon Tad, ha Jesus‐Christ hon Aotrou.

3 Exhorti a ran ac’hanoud, evel m’em euz great dija pa guitaiz Macedonia, da choum en Ephesus evit recommandi da eur certen tud diwall da brezeg eun doctrin estranjour,

4 ha d’en em rei da fablennou ha da ligneou ha n’ho deuz fin e‐bed, pere a laka da zevel disputou, e‐leac’h edifia en Doue dre ar feiz.

5 Ar fin euz ar gourc’hemen eo ar garantez, pehini a zeu euz a eur galon bur, euz a eur goustians vad, hag euz a eur feiz leal.

6 Lod anezhe, o veza dilezet kement‐se, a zo en em faziet gant ho c’homzou didalvoudus;

7 o pretanti ez int doctored euz al lezen, petra‐benag ne gomprenont nag ar pez a leveront, nag ar pez a assuront.

8 Hogen, ni a oar penaos al lezen a zo mad evit an hini a ra eun usach vad anezhi,

9 evit an hini a oar penaos al lezen n’eo ket bet great evit an den just, mes evit ar re direiz ha dizent, an dud impi hag ar bec’herien, ar re n’ho deuz relijion e‐bed, ar re ne reont van e‐bed euz ar pez a zo santel, evit muntrerien ho zad hag ho mam, hag ar re a laz tud all, evit an dud libertin,

10 ar re a ra louzdoni gant goazed, laeron tud, an dud gaouiad, ar re a ra leou faoz, ha kement tra a zo control d’an doctrin vad,

11 hervez Aviel glorius an Doue benniget, pehini a zo bet fiziet enoun‐me.

12 Ha trugarekaad a ran Jesus‐Christ hon Aotrou, pehini hen deuz va c’hrenveet, abalamour ma hen deuz kavet ac’hanoun fidel, ouz va lakaad en he zervich,

13 me pehini a oa diagent eur gwall‐gomzer, eur persecuter, eun den ter; mes kavet em euz trugarez, abalamour ma em euz great kement‐se dre ignorans, o veza ne greden ket.

14 Ha gras hon Aotrou a zo cresket dreist bar enoun, assambles gant ar feiz hag ar garantez a zo en Jesus‐Christ.

15 Ar gomz‐man a zo gwir ha dign a bep fizians: Jesus‐Christ a zo deuet er bed evit savetei ar bec’herien, a bere ez oun ar c’henta.

16 Mes abalamour da gement‐man eo em euz kavet trugarez, evit ma teuje Jesus‐Christ da ziskouez, enoun‐me da genta, eur vadelez parfet, evit servichoud da skouer d’ar re a gredo enhan, evit ar vuez eternel.

17 Da Roue an holl amzeriou, immortel, hag invisibl, da Zoue en pehini hep‐ken ema ar furnez, ra vezo rentet henor ha gloar da viken! Amen.

18 Ar c’hemen‐man a roan d’id, va mad Timoteus, hervez ar profesiou a zo bet great a‐ziaraog divar da ben, ma combatti hervez ar profesiou‐ze ar gombat vad,

19 o terc’hel ar feiz hag eur goustians vad; hinienou o veza kollet ar goustians vad‐ze, ho deuz great naufrach e‐kenver ar feiz;

20 en niver ar re‐ze ema Hymeneus hag Alexandr, pere em euz livret da Satan, evit ma teskint diwall da lavaret gwallgomzou.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan