1 Tesalonikiz 5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR V. 1 Evit ar pez a zell an amzeriou hag ar momanchou, breudeur, n’hoc’h euz ket ezom e vez scrivet deoc’h. 2 Rag c’houi hoc’h‐unan a oar ervad, penaos deiz an Aotrou a zeuio evel eul laer en noz. 3 Rag pa livirint: Peoc’h hag assurans! neuze eun distruj subit a zeuio varnezhe, evel ar gouentrou gant ar vreg a zo brazez; ha na echappint ket. 4 Mes evidoc’h‐hu, breudeur, n’emoc’h ket en devalijen, evit ma teufe an deiz‐ze varnoc’h evel eul laer, 5 rag c’houi a zo holl bugale ar sclerijen, ha bugale an deiz; n’omp ket euz an noz, nag euz an devalijen. 6 Rag‐se na gouskomp ket evel ar re all, mes veillomp ha bezomp sobr. 7 Rag ar re a gousk, a gousk en noz; hag ar re a zeu d’en em vezvi, hen gra en noz. 8 Mes ni pere a zo euz an deiz, bezomp sobr, o veza gwisket gant cuirassen ar feiz, hag ar garantez, ha gant tok‐houarn an esperans euz ar zilvidigez. 9 Rag Doue n’hen deuz ket hon destinet d’ar goler, mes da gaoud ar zilvidigez dre hon Aotrou Jesus‐Christ, pehini a zo bet marvet evidomp, 10 evit ma vevimp assambles ganthan, pe ni a vezo dihun, pe ni a vezo kousket. 11 Rag‐se roit courach an eil d’egile, hag en em edifiit an eil egile, evel ma her grit ive. 12 Hogen, ho pedi a reomp, breudeur, da gaoud respet evit ar re a labour en ho touez, hag a zo lakeat dreist‐hoc’h hervez an Aotrou, hag a zo ouz ho kelen, 13 ha da gaoud ar brassa karantez evithe, abalamour d’ho labour. Bezit en peoc’h etrezoc’h. 14 Ho pedi a reomp, breudeur, gourdrouzit ar re a zo direiz, consolit ar re a zo dinerz a galon, harpit ar re febl, bezit leun a batianted e‐kenver an holl. 15 Diwallit na zeufe hini ac’hanoc’h da renta da zen an droug evit an drouk; mes heullit bepred ar pez a zo mad, hag etrezoc’h, hag e‐kenver an holl. 16 Bezit joaus bepred. 17 Pedit heb ehan. 18 Rentit grasou en pep tra; rag kement‐se eo bolontez Doue en Jesus‐Christ en ho kenver. 19 Na vougit ket ar spered. 20 Na zisprijit ket ar profesiou. 21 Amprouvit an holl draou; dalc’hit stard ar pez a zo mad. 22 En em virit euz a bep apparans a zrouk. 23 Ha ra zeuio an Doue a beoc’h he‐unan, d’ho santifia holl, ha ra vezo kement a zo enoc’h, ar spered, an ene hag ar c’horf miret divlam da zonedigez hon Aotrou Jesus‐Christ! 24 An hini hen deuz ho kalvet, a zo fidel, hag ober a rai kement‐se. 25 Breudeur, pedit evidomp. 26 Saludit an holl vreudeur gant eur pok santel. 27 Me ho ped stard dre an Aotrou, ma vezo lennet al lizer‐man d’an holl vreudeur santel. 28 Gras hon Aotrou Jesus‐Christ ra vezo ganeoc’h! Amen. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society