Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Tesalonikiz 4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR IV.

1 A‐hend‐all, breudeur, e pedomp, hag ec’h adpedomp ac’hanoc’h dre an Aotrou Jesus, evit, hervez ma hoc’h euz desket ganeomp penaos e tleit bale evit plijoud da Zoue, ma her greot muioc’h‐mui.

2 Rag gouzoud a rit pe seurt gourc’hemenou hon euz roet deoc’h en hano an Aotrou Jesus;

3 rag setu aman bolontez Doue: ma veot rentet santel, ha ma en em virot ouz al libertinach,

4 ma teuio pep hini ac’hanoc’h da c’houzoud derc’hel he gorf er zantelez hag en honestis;

5 heb en em rei d’ar ioulou direiz, evel ar Jentiled, pere na anavezont ket Doue.

6 Diwallit na zeufe den da drompla he vreur, na da ober gaou ouz he nessa en afferou; rag an Aotrou eo an hini a denn venjans euz an holl draou‐ze, evel ma hon euz ive hen lavaret ha testeniet deoc’h dija.

7 Rag, Doue n’hen deuz ket hor galvet d’al louzdoni, mes d’ar zantelez.

8 Dre‐ze ’ta, an hini a ra disprij var gement‐man, n’e ket var eun den eo e ra disprij, mes var Doue, pehini hen deuz roet deoc’h ive he Spered‐Santel.

9 Evit ar pez a zell ar garantez euz an eil breur e kenver egile, n’hoc’h euz ket ezom e vez scrivet deoc’h; rag c’houi hoc’h‐unan a zo bet desket gant Doue d’en em garoud an eil egile;

10 ha kement‐se a rit ive e‐kenver an holl breudeur pere a zo en holl Vacedonia; mes ho pidi a reomp, breudeur, da greski mui‐ouz‐mui,

11 ha da veza aketus da veva en peoc’h, da ober hoc’h afferou hoc’h‐unan, ha da labourat gant ho taouarn hoc’h‐unan, evel ma hon euz gourc’hemenet deoc’h;

12 evit ma valeot gant honestis e‐kenver ar re a‐ziaveaz, ha ma n’ho pezo ezom a netra.

13 Hogen, na fell ket d’in, va breudeur, e vec’h heb deskadurez divarben ar re a zo maro, evit na veot ket tristeet, evel an dud all, pere n’ho deuz ket a esperans.

14 Rag mar credomp ez eo Jesus maro, hag ez eo resussitet, credomp ive penaos Doue a zigasso adare, dre Jesus, ar re a zo maro, evit beza assambles ganthan.

15 Rag ni a lavar an dra‐man deoc’h dre c’her an Aotrou, penaos ni, ar re veo pere a vezo choumet evit donedigez an Aotrou, ne vezimp ket araog ar re a zo maro;

16 rag an Aotrou he‐unan a ziskenno euz an env, pa vezo roet ar signal, gant mouez eun arc’h‐eal, ha gant eun drompil a Zoue; hag ar re varo er C’hrist a resussito dagenta;

17 goude‐ze, ni ar re veo pere a vezo choumet, a vezo savet assambles ganthe var goabrennou, da zialben an Aotrou, en ear, hag evel‐se e vezimp da viken gant an Aotrou.

18 Dre‐ze en em gonsolit an eil egile gant ar c’homzouman.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan