Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Tesalonikiz 3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR III.

1 Dre‐ze, o veza na hellemp gortoz pelloc’h, eo bet gwelloc’h ganeomp choum hon‐unan en Athen,

2 hag hon euz kasset Timoteus, hor breur, ministr da Zoue, hag hor c’hen‐labourer en Aviel ar C’hrist, evit ho krenvaad, hag hoc’h exhorti divarben ho feiz;

3 evit na deuio den da goll courach en afflictionou‐man; rag c’houi a oar hoc’h‐unan penaos ez omp destinet da gement‐se.

4 Ha, pa oamp ganeoc’h, e lavaremp deoc’h penaos e rankjemp kaoud afflictionou, ha kement‐se a zo c’hoarvezet, her gouzoud a rit.

5 O veza eta ne hallen gortoz pelloc’h, e kassiz re all evit anaoud an doare euz ho feiz, gant aoun ne vec’h bet tromplet gant an tentatour, ha na vez eat hon labour da goll.

6 Mes Timoteus, o veza distroet, a‐nevez zo, euz ho pro d’hor c’havoud, hen deuz digasset deomp kelou mad euz ho feiz hag euz ho karantez, hag hen deuz lavaret deomp e talc’hec’h bepred eur sonj vad ac’hanomp, gant c’hoant vraz d’hor gwelet, evel ma teziromp‐ni ive ho kwelet.

7 Dre‐ze, breudeur, ez omp bet consolet dre ho feiz, en hon holl afflictionou hag en hon holl enkreziou.

8 Rag breman e vevomp, pa’z eo gwir e choumit stard en Aotrou.

9 Ha pebez actionou a c’hras na hellomp‐ni ket renta da Zoue abalamour deoc’h, evit an holl joa hon euz enoc’h dirag hon Doue!

10 Hen pedi a reomp calonec meurbed, noz‐deiz, ma c’hellimp gwelet ho pisach ha peur‐leunia ar pez a vank d’ho feiz.

11 Ra zeuio Doue he‐unan, hon Tad, hag hon Aotrou Jesus‐Christ, da ren hor c’hammajou etrezeg enoc’h.

12 Ha ra zeuio an Aotrou d’ho lakaad da greski er garantez ha d’he c’haoud enoc’h en abondans an eil e‐kenver egile, hag e‐kenver an holl, evel ma c’hoarvez ganeomp‐ni en ho kenver;

13 ha ra zeuio da grenvaad ho calonou, evit ma vezint direbech er zantelez dirag Doue hon Tad, pa zeuio hon Aotrou Jesus‐Christ gant he holl zent.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan