1 Tesalonikiz 2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR II. 1 Rag c’houi hoc’h‐unan a oar, breudeur, penaos hon donedigez en ho touez n’eo ket bet difrouez; 2 mes, petra‐benag ma hor boa souffret araog, ha ma oamp bet tretet gant outraj, evel ma ouzoc’h, en Philippos, hon deuz kemeret hardiegez en hon Doue, da brezeg deoc’h Aviel Doue e‐kreiz combajou braz. 3 Rag en hor c’helennadurez n’ez euz bet nag errol, na digarez impur, na tromplerez. 4 Mes, evel ma’z omp bet kavet dign gant Doue da veza fiziet enomp an Aviel, evel‐se e komzomp, nann evit plijoud d’an dud, mes da Zoue, pehini a amprouv hor c’halonou. 5 Rag n’hon euz biskoas impliet, evel ma ouzoc’h, komzou da c’hounid grasou‐mad an dud, na great netra dre avaristed; Doue a zo test a gement‐se. 6 Ha n’hon euz ket klasket ar gloar a zeu euz an dud, nag en ho touez, nag e‐touez ar re all; petra‐benag ma c’hellemp, evel ebestel Jesus‐Christ, poueza gant otorite, koulskoude, ez omp bet dous en ho touez. 7 Evel ma teu eur vagerez tener da gemer sourci euz he bugale heunan, evel‐se, leun a zourci evidoc’h, 8 e karjemp beza roet deoc’h, n’e ket hep‐ken Aviel Doue, mes ive hor buez hon‐unan, abalamour ma hor boa evidoc’h eur garantez vraz. 9 Rag c’houi hoc’h euz sonj, breudeur, euz hon labour hag euz hon poan. En eur labourat noz‐deiz, evit na deujemp da zamma hini ac’hanoc’h, eo hon euz prezeget deoc’h Aviel Doue. 10 C’houi a zo test, ha Doue ive, peger santel ha pegen just, ha pegen direbech ez omp en em gomportet en ho touez‐c’houi, pere a gred; 11 ha gouzoud a rit ez omp bet evit pep hini ac’hanoc’h, evel eun tad evit he vugale; 12 oc’h exhorti ac’hanoc’h, o rei deoc’h courac’h, hag o pedi stard ac’hanoc’h da heuil eur vuez dign a Zoue, pehini a c’halv ac’hanoc’h d’he rouantelez ha d’he c’hloar. 13 Abalamour da gement‐man ive, e rentomp grasou da Zoue heb ehan, o veza, pa hoc’h euz recevet diganeomp Ger Doue pehini a brezegomp, ma hoc’h enz hen recevet, nann evel ger an dud, mes (evel ma’z eo en gwirionez) Ger Doue, pehini a labour gant nerz enoc’h‐c’houi pere a gred. 14 Rag c’houi, breudeur, a zo deuet da imita Ilizou Doue pere, er Jude, e zo er C’hrist Jesus; ha gouzanvet hoc’h euz, a‐berz tud ho pro, ar memeus traou evel an Ilizou‐ze a‐berz ar Judevien; 15 pere ho deuz lakeat d’ar maro an Aotrou Jesus, hag ho frofeted ho‐unan, hag ho deuz persecutet ac’hanomp, ha na blijont ket da Zoue, hag a zo adversourien d’an holl dud; 16 pere a vir ouzomp prezeg d’ar Jentiled, evit ma vezint salvet, o leunia evel‐se mui‐ouzmui ar muzul euz ho fec’hejou; mes coler Doue a zo deuet varnezhe, evit lakaad eun termen da gement‐se. 17 Evidomp‐ni, breudeur, o veza, abaoe eur pennad amzer, dispartiet ouzoc’h a gorf, mes nann a galon, hon euz bet seul‐vui a c’hoant hag a brez d’ho kwelet a‐nevez. 18 Dre‐ze eo bet fellet deomp, d’in‐me da vihana, Paol, mond d’ho pro eur vech ha zo‐ken diou; mes Satan hen deuz miret ouzomp kement‐se. 19 Rag pehini eo hon esperans, pe hon joa, pe hon c’hurunen a c’hloar? Ha n’eo ket c’houi ive, en prezans hon Aotrou Jesus‐Christ, deiz he zonedigez? 20 Ia, c’houi eo hor gloar, hag hon levenez. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society