Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Pêr 5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR V.

1 Pedi a ran ar re Ancien pere a zo en ho touez, me pehini a zo ive Ancien assambles ganthe, ha test euz a souffransou ar C’hrist, ha lodennec euz ar gloar a dle beza diskouezet:

2 Messait denved Doue pere a zo en ho touez, o teuler evez varnezhe, nann dre fors, mes a volontez‐vad; nann evit eur c’hounidegez vil, mes dre garantez;

3 nann evel pa vijec’h mestr var ar re a zo bet fiziet enoc’h, mes o rei skouer vad dezhe.

4 Ha pa zeuio ar Pastor souveren, c’houi a recevo ar gurunen ziwenvus a c’hloar.

5 C’houi ive evel‐se, tud yaouank, en em zoumetit d’ar re ancien, hag o plega holl an eil d’egile, en em viskit a humilite; rag Doue a stourm ouz ar re ourgouillus, mes ober a ra trugarez d’ar re a zo humbl.

6 Plegit eta gant humilite dindan an dorn galloudus a Zoue, evit ma savo ac’hanoc’h pa vezo deuet an amzer;

7 o teurel varnezhan hoc’h hollzourciou, rag hen hen deuz sourci ac’hanoc’h.

8 Bezit sobr, beillit; rag hoc’h enebour, an diaoul, a ra an dro deoc’h, evel eul leon o iudal, o klask piou a hello da lounka.

9 Stourmit outhan, o choum stard er feiz, o c’houzout penaos ho preudeur, pere a zo er bed, a c’houzanv ar memeus poaniou.

10 Hogen, ra zeui an Doue a bep gras, pehini hen deuz hor galvet d’he c’hloar eternel en Jesus‐Christ, goude ma ho pezo gouzanvet eun neubeud, d’ho renta parfet, ferm, krenv ha stard en ho sa.

11 Dezhan ar gloar hag ar galloud da viken! Amen.

12 Scrivet em euz deoc’h e ber gomzou dre Silvanus, pehini a zo, evel mac’histiman anezhan, eur breur fidel, en eur exhorti ac’hanoc’h hag en eur assuri deoc’h penaos ar gwir c’hras a Zoue eo an hini en pehini e choumit stard.

13 An assamble euz ar re choazet a zo en Babylon, ha Marc va Mab, a zalud ac’hanoc’h.

14 En em zaludit an eil egile dre eur pok a garantez. Ar peoc’h ganeoc’h holl pere a zo en Jesus‐Christ! Amen.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan