Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Pêr 4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR IV.

1 Pa hen deuz eta ar C’hrist gouzanvet evidomp‐ni er c’hig, c’houi ive en em armit euz ar sonj‐man, penaos an hini hen deuz gouzanvet er c’hig, hen deuz paouezet da bec’hi;

2 evit na vevo mui hervez dezirou fall an dud, mes hervez bolontez Doue, e‐pad an amzer m’hen deuz c’hoas da veva er c’hig.

3 Rag awalc’h eo deomp beza great, en amzer hor buez tremenet, bolontez ar Jentiled, en eur vale en diroll, en droug‐ioulou, er vezventi, er gourmandiz, hag er zervich criminal euz an idolou.

4 Abalamour da ze ez int souezet o velet na redit ket assambles ganthe er memeus diroll a vuez fall, hag e troug‐komzont divar ho pen.

5 Renta a raint count d’an hini a zo prest da varn ar re veo hag ar re varo.

6 Rag an Aviel a zo bet prezeget ive d’ar re varo, evit ma teujent, goude beza bet barnet hervez an den, er pez a zell ar c’hig, da veva hervez Doue er pez a zell ar spered.

7 A‐hend‐all, tostaad a ra ar fin euz an holl draou; dre‐ze bezit fur ha beillit er beden.

8 Dreist pep tra, bezet an eil evit egile eur garantez tener; rag ar garantez a c’holoio eun niver braz a bec’hejou.

9 Bezit ato prest d’en em zigemer an eil egile en ho tiez, heb en em glem.

10 Ra zeui pep hini, hervez m’hen deuz recevet, da implija he zonezon e servich ar re all, evel distribuerien vad a bep gras a Zoue.

11 Mar deu unan‐benag da gomz, ra gomzo hervez an oraclou a Zoue; mar hen deuz unan‐benag eur garg‐benag, ra zeui d’hen ober hervez ar galloud a ro Doue dezhan, evit ma vezo Doue glorifiet en pep tra dre Jesus‐Christ, da behini eo ar gloar hag ar galloud da viken! Amen.

12 Breudeur muia‐karet, na vezit ket souezet m’az euz eur fournes a dan en ho touez, evit hoc’h amprouvi, evel ma c’hoarvezfe ganeoc’h eun dra estranj‐benag.

13 Mes en em rejouissit, o veza ma hoc’h euz lod e souffransou ar C’hrist, evit ma viot ive karget a joa, pa vezo diskouezet he c’hloar.

14 Mar bezit outrajet abalamour da hano ar C’hrist, ez oc’h eürus; rag ar Spered a c’hloar, Spered Doue, a choum varnoc’h. Ar re‐ze a vlasphem anezhan, mes glorifiet eo ganeoc’h‐hu.

15 Diwallit ne zeufe hini ac’hanoc’h da veza punisset evel eur muntrer, pe eul laer, pe eun torfetour, pe eun den sourciet gant afferou ar re all.

16 Mes ma souffr evel christen, ne dle ket kaoud mêz, mes renta gloar da Zoue evit kement‐se.

17 Rag dond a ra an amzer ma tle ar varn commans dre di Doue; ha mar commans dreizomp‐ni, petra e vezo fin ar re na zentont ket ouz Aviel Doue?

18 Ha mar bez a boan salvet an den just, petra e teui da veza an den impi hag ar pec’her?

19 Ra zeui eta ar re a c’houzanv dre volontez Doue, da erbedi dezhan ho eneou, evel da eur C’hrouer fidel, en eur ober ar mad.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan