1 Pêr 3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR III. 1 Gragez, bezit evel‐se ive sentus e‐kenver ho priejou, evit, mar d’euz lod anezhe ha na zentont ket ouz ar ger, ma vezint gounezet heb ar ger, dre gomportamant ho gragez; 2 pa velint ho comportamant pur ha leun a respet. 3 Diwallit ne vez hoc’h ornedigez an hini a‐ziaveaz, en ho pleo pentet, pe en hoc’h ornamanchou aour, pe er feçon d’en em viska, 4 mes ra vezo hoc’h ornedigez an den kuzet en diabarz ar galon, eur spered a zousder hag a beoc’h, eun ornamant ha na zeu ket da wenvi, hag a zo talvouduz braz dirag Doue. 5 Rag evel‐se en em orne ive gwech‐all ar gragez santel, pere a oa ho esperans en Doue, o senti ouz ho friejou; 6 evel Sara pehini a zente ouz Abraham, o c’hervel anezhan he Aotrou. Da honnes eo e teuit da veza bugale, oc’h ober ar mad, hag o tiwall ne zeufe spount e‐bed d’ho trubuilla. 7 Ezec’h, evel‐se ive en em gomportit gant furnez e‐kenver ho kragez, evel e‐kenver eur c’hrouadur semploc’h, en eur renta henor dezhe, pa’z eo gwir ec’h heritint ganeoch euz ar c’hras a vuez; evit na zeui netra d’hoc’h herzel da bedi. 8 Er fin, bezit holl euz ar memeus santimant, o kemer an eil poaniou egile, oc’h en em garoud evel breudeur, leun a drugarez hag a volontez‐vad; 9 e‐leac’h renta an droug evit an droug, na gwall‐gomz evit gwall‐gomz, bennigit kentoc’h, o c’houzout penaos da gement‐se eo ez oc’h bet galvet, evit m’ho pezo ar bennoz evit heritach. 10 Rag, an hini a fell dezhan karoud ar vuez ha gwelet deiziou eürus, ra viro he deod diouz an droug, hag he vuzellou diouz ar c’homzou tromplus; 11 ra zeuio da drei kein d’an droug, ha da ober ar mad, da glask ar peoc’h, ha da heuil anezhan. 12 Rag daou‐lagad an Aotrou a zo var ar re just, hag he ziou‐skouarn a zo aketus d’ho feden; mes faç an Aotrou a zo a‐enep ar re a ra an drouk. 13 Ha piou a rai droug deoc’h, ma c’heullit ar mad? 14 Mes ha pa zeufec’h memeus da c’houzanv abalamour d’ar justis, e vefec’h eürus. N’ho pezet ket eta a aoun rag ar spount ho deuz c’hoant da ober deoc’h, ha na vezit ket nec’het; 15 mes santifiit an Aotrou Doue en ho calonou. Ha bezit ato prest d’en em zifen gant dousder ha respet ouz ar re a c’houlen rezon diganeoc’h divarben an esperans a zo enoc’h; 16 o kaoud eur goustians vad, evit ma vezo confontet er pez a lavar a‐enep deoc’h ar re a zeu da damal ho comportamant vad er C’hrist, evel pa vijec’h torfetourien. 17 Rag gwelloc’h eo gouzanv, mar d’eo bolontez Doue, en eur ober ar mad, eged en eur ober an drouk. 18 Rag ar C’hrist ive hen deuz gouzanvet eur vech evit ar pec’hejou, an hini a oa just evit ar re injust, evit hon digas da Zoue; o veza bet lakeat d’ar maro hervez ar c’hig, mes beoeet dre ar Spered; 19 dre behini ive ez eaz da brezeg er prizon, 20 d’ar sperejou pere gwech‐all a oa bet difeiz, pa c’hoarvezaz, en amzer Noe, ma oa patianted Doue o c’hortoz, evit ar vech diveza, e‐pad ma oat o sevel an arc’h, en pehini eun niver bihan a dud, da lavaret eo, eiz den, a oe sauveteet a‐dreuz an dour. 21 Hag an imach a gement‐se, ar vadiziant (n’e ket an hini a lam kuit louzdoniou ar c’horf, mes an angajamant euz a eur goustians vad dirag Doue,) a zeu d’hon sauvetaad breman, dre resurrection Jesus‐Christ; 22 pehini o veza eat d’an env, a zo a‐zeo da Zoue, ha dezhan e rank an elez, ar princelezou hag ar puissansou plega. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society