Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Korintiz 7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR VII.

1 Evit ar pez a zell an traou hoc’h euz scrivet d’in, mad eo d’an den choum heb touch ouz maouez e‐bed.

2 Koulskoude evit tec’hel diouz al libertinach, ra hen devezo pep goaz he vreg he‐unan, ha ra he devezo pep maouez he ozac’h he‐unan.

3 Ra zeui an ozac’h da renta d’he vreg ar pez a zo dleet; hag evel‐se ive ar vreg d’he ozac’h.

4 Ar vreg n’eo ket mestres var he c’horf he‐unan, mes he ozac’h eo; hag er memeus doare ive, an ozac’h n’e ket mestr var he gorf he‐unan, mes he vreg eo.

5 N’en em brivit ket an eil euz egile, nemed consanti a rafec’h ho taou, evit eur pennad amzer, evit gallout en em rei d’ar iun ha d’ar beden; ha goude, deuit adare assambles, gant aoun na deufe Satan da denti ac’hanoc’h dre ho kwall‐ioulou.

6 Hogen, kement‐man a lavaran evel eun ali, ha n’eo ket eur gourc’hemen.

7 Rag me a garje e vije an holl dud henvel ouzin; mes pep hini hen deuz recevet he zonezon digant Doue, unan evel‐hen, egile en eur feçon all.

8 Lavaret a ran eta d’ar re n’int ket dimezet, ha d’an intanvezed, penaos eo mad dezhe choum evel‐d’oun‐me.

9 Mes mar na hellont ket en em viret, eo gwelloc’h dezhe dimezi; rag gwell eo dimezi eged devi.

10 Hogen d’ar re a zo dimezet e roan ar gourc’hemen‐man (n’e ket me koulskoude hen ro, mes an Aotrou): Ar vreg na dle ket en em dispartia diouz he fried;

11 (ha mar deu hi d’en em dispartia diouthan, ra choumo hep dimezi, pe ra zeui d’en em unani adare gant he fried,) hag arabad eo d’ar pried dilezel he vreg.

12 Mes d’ar re all a lavaran (me eo hen lavar ha n’e ket an Aotrou): Mar hen deuz unan euz ar breudeur eur vreg difeiz, hag hi contant da choum ganthan, diwallo d’he c’huitaad;

13 ha mar he deuz eur vreg‐benag eun ozac’h difeiz, hag hen contant da choum ganthi, diwallo ive d’he guitaad.

14 Rag an ozac’h difeiz a zo santifiet gant ar vreg; hag ar vreg difeiz a zo santifiet gant he ozac’h; anez, ho pugale a vefe impur, eleac’h breman ez int santel.

15 Mes mar fell d’an hini difeiz dispartia, lezit anezhan da vond; ar breur hag ar c’hoar a zo libr, pa c’hoarvez kement‐se; mes Doue hen deuz hor galvet d’ar peoc’h.

16 Rag ha te a oar, o greg, ha na helli ket salvi da bried? Pe c’hoas, te, o goaz, ha gouzoud a rezte ha na helli ket salvi da vreg?

17 A‐hend‐all, ra zeuio pep hini da vale hervez al loden hen deuz recevet digant Doue, hervez ar stad en pehini e oa, pa hen deuz an Aotrou galvet anezhan. Hennes eo ar gourc’hemen a roan en holl Ilizou.

18 Ha galvet eo bet unan‐benag goude beza circonciset? ra choumo circonciset. Ha galvet eo bet unan‐benag hag hen dicirconcis? Ra choumo dicirconcis.

19 Ar circoncision n’eo netra; an dicirconcision n’eo netra; mes miret gourc’hemenou Doue eno ema an holl dever.

20 Ra choumo peb unan er stad en pehini e oa pa eo bet galvet.

21 Ha galvet oud bet pa oaz esclav? na gemer ket a nec’hamant euz a gement‐se; mes mar gellez dond da veza libr, gra kentoc’h da brofit a gement‐se.

22 Rag an esclav a zo bet galvet gant an Aotrou, a zo den‐libr an Aotrou, hag er memeus doare ive, an hini a zo bet galvet, hag hen libr, a zo esclav ar C’hrist.

23 C’houi a zo bet prenet gant eur priz braz; na deuit ket da veza esclaved an dud.

24 Breudeur, ra choumo pep hini ac’hanoc’h dirag Doue er stad ma’z eo bet galvet.

25 Evit ar pez a zell ar gwerc’hezed, n’em euz gourc’hemen e‐bed a‐berz an Aotrou; mes rei a ran deoc’h eun ali, evel eun den hag hen deuz bet lod en trugarez an Aotrou, evit beza fidel dezhan.

26 Sonjal a ran eta, abalamour d’an afflictionou euz an amzer‐man, ez eo eun dra vad d’an den choum er stad en pehini ema.

27 Hag unanet oud gant eur vreg? na glask ket en em dispartia outhi. Ha n’oudde ket unanet gant eur vreg? na glask greg e‐bed.

28 Koulskoude mar timezez, na bec’hez ket; ha mar teu eur verc’hez da zimezi, na bec’h ket ken‐neubeud; mes an dud‐se ho devezo afflictionou er c’hig; ha me a garfe distrei divarnoc’h an afflictionou‐ze.

29 Mes setu aman petra a lavaran, breudeur: An amzer a zo ber haviziken; ra vezo ar re ho deuz gragez evel pa n’ho defe ket;

30 ar re a ouel, evel pa na ouelfent ket; ar re a zo er joa, evel pa ne vent ket er joa; ar re a brên, evel pa n’ho defe netra;

31 hag ar re a ra usach euz ar bed‐man, evel pa na rafent ket a usach anezhan; rag skeuden ar bed‐man a dremen.

32 Hogen me a garfe e vec’h disourci. An hini n’eo ket dimezet, hen deuz preder evit ar pez a zell ouz an Aotrou, evit plijoud d’an Aotrou.

33 Mes an hini a zo dimezet, a zo troet gant traou ar bed‐man, evit plijoud d’he vreg.

34 An differans‐man a zo etre eur vreg hag eur verc’hez, ar vaouez n’eo ket dimezet a zo occupet ouz ar pez a zell an Aotrou, evit beza santel a gorf hag a spered; mes an hini a zo dimezet, a zo troet gant traou ar bed‐man, evit plijoud d’he goaz.

35 Hogen, evit ho mad e lavaran kement‐man, ha n’e ket evit stigna pechou deoc’h, mes evit ho tougen d’ar pez a zo deread, ha d’ar pez ho talc’ho stard en Aotrou, hep beza distroet gant tra e‐bed.

36 Koulskoude mar d’euz unan‐benag hag a zonj dezhan e vez eun dishenor evit he verc’h tremen he yaouankiz dizimez, hag e vez red he dimezi, grai evel a garo, n’euz pec’hed e‐bed evithan; ra zimezo ar merc’hed.

37 Mes an hini a choum ferm en he galon, heb beza forset gant netra, mes er c’hontrol a zo mestr da ober he volontez he‐unan, hag hen deuz decidet en he galon miret he verc’h, a ra mad.

38 Evel‐se ’ta, an hini a ro he verc’h da zimezi, a ra mad; mes an hini n’her ro ket da zimezi, a ra gwelloc’h.

39 Ar vreg a zo unanet dre al lezen gant he goaz keit ha ma vez he‐man en buez; mes mar deu he goaz da vervel, ez eo libr da zimezi a‐nevez d’an hini a garo; ra zimezo da vihana hervez bolontez an Aotrou.

40 Koulskoude, hervez va zantimant‐me, ez eo eürussoc’h, mar choum evel ma ema. Hogen, me a gred ema ive Spered Doue ganen.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan