Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Korintiz 3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR III.

1 Evidoun‐me, breudeur, n’em euz ket gallet komz ouzoc’h evel ouz tud spirituel; mes evel ouz tud kigus, evel ouz bugaligou er C’hrist.

2 N’em euz ket roet deoc’h a gig, mes leaz da eva, rag ne oac’h ket c’hoas evit supporti kig; ha breman memeus, ne hellit ket hen ober, rag c’houi a zo c’hoas kigus.

3 Rag pa’z eo gwir ez euz etrezoc’h jalouzi, dissension ha meur a barti, ha n’oc’h‐hu ket kigus, ha na valeit‐hu ket hervez an den?

4 Rag pa lavar unan: Me a zo diskibl da Baol; hag eun all: Me a zo diskibl da Apollos, ha n’oc’h‐hu ket kigus?

5 Piou eta eo Paol, ha piou eo Apollos, nemed servicherien dre bere hoc’h euz credet, hervez ma’z eo bet roet da bep hini anezhe gant an Aotrou?

6 Me em euz plantet, Apollos hen deuz douret, mes Doue eo hen deuz lakeat da greski.

7 Evel‐se ’ta, an hini a blant n’eo netra, nag an hini a zoura ken neubeud, mes Doue pehini a laka da greski.

8 Hogen, an hini a blant hag an hini a zoura a zo henvel ho daou, ha pep hini anezhe a recevo he recompans hervez he labour he‐unan.

9 Rag ni a zo labourerien assambles gant Doue; c’houi eo park Doue, batis Doue.

10 Hervez ar c’hras a Zoue a zo bet roet d’in, me em euz, evel ma ra eur mestrmaçoner fur diazezet ar fondamant, hag eun all a vatis var‐c’horre; mes lako evez pep hini penaos e vatisso var‐c’horre.

11 Rag den na hell diazeza fondamant all e‐bed, nemed an hini a zo bet diazezet, pehini eo Jesus‐Christ.

12 Mar deu unan‐benag da vatissa var ar fondamant‐man gant aour, pe arc’hant, pe mein precius, pe koat, foen, soul,

13 labour pep hini a vezo diskouezet; rag an deiz hen roio da anaoud, rag discleriet e vezo dre an tân, hag an tân a ziskouezo petra eo labour pep hini.

14 Mar choum en he za labour an hini hen devezo batisset var ar font, an den‐ze a recevo ar recompans.

15 Mar deu an tân da zevi labour unan‐benag, e ranko anduri ar c’holl; hen he‐unan a vezo salvet, mes evel a‐dreuz an tân.

16 Ha na ouzoc’h‐hu ket penaos ez oc’h an templ a Zoue, hag ema Spered Doue o choum enoc’h?

17 Mar deu unan‐benag da zistruja templ Doue, Doue a zistrujo anezhan; rag templ Doue a zo santel, ha c’houi eo an templ‐ze.

18 Diwallit na zeufe den d’en em drompla he‐unan. Mar d’euz unan‐benag en ho touez hag a sonj dezhan beza fur er bed‐man, ra zeui da veza foll, evit ma teui da veza fur;

19 rag furnez ar bed‐man a zo follentez dirag Doue; hervez ma’z eo scrivet: Doue a dap ar re fur en ho finessaou ho‐unan.

20 Ha c’hoas: An Aotrou a anavez eo ven sonjezonou an dud fur.

21 Rag‐se eta, diwallit na zeufe den da lakaad he c’hloar en dud, rag pep tra a zo deoc’h;

22 Paol, pe Apollos, pe Cephas, pe ar bed, pe ar vuez, pe ar maro, pe an traou a‐vreman, pe an traou da zond; pep tra a zo deoc’h, ha c’houi a zo d’ar C’hrist, hag ar C’hrist a zo da Zoue.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan