1 Korintiz 2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR II. 1 Evidoun‐me, breudeur, pa oun deuet d’ho kavout, n’e ket gant komzou gwisket kaer, na gant furnez ar bed, ez oun deuet da ziscleria deoc’h testeni Doue. 2 Rag n’em euz klasket anaoud tra e‐bed en ho touez, nemed Jesus‐Christ, ha Jesus‐Christ crucifiet. 3 Bet oun va‐unan en ho touez er zempladurez, hag en aoun, ken a grenen. 4 Ha n’em euz ket impliet, en eur gomz hag en eur brezeg deoc’h, ar c’homzou eloquant euz a furnez ar bed, mes roet em euz preuvennou sclear euz ar spered hag euz ar galloud a Zoue; 5 evit ma teuje ho feiz da veza fountet, nann var furnez an den, mes var ar galloud a Zoue. 6 Hogen, prezeg a reomp ar furnez e‐touez ar re barfet, eur furnez ha n’eo ket euz ar bed‐man, nag euz a renerien ar bed‐man pere n’ho deuz galloud e‐bed; 7 mes prezeg a reomp furnez Doue, en eur myster, eur furnez hag a oa kuzet, hag a oa bet destinet a bep amzer gant Doue evit hor gloar, 8 ha n’eo bet anavezet gant hini euz a renerien ar bed‐man; rag ma ho divije he anavezet, n’ho divije ket crucifiet Aotrou ar gloar. 9 Mes, hervez ma’z eo scrivet, ar re‐man a zo traou ha n’hen doa na lagad an den ho gwelet, nag he skouarn ho c’hlevet, pere ne oant ket antreet en he galon, hag a oa bet preparet gant Doue evit ar re a gar anezhan. 10 Mes Doue hen deuz discleriet anezhe deomp dre he Spered; rag ar Spered a zont pep tra, memeus an traou dounna euz a Zoue. 11 Rag piou a anavez ar pez a zo en den, nemed ar spered euz an den a zo enhan? Evelse ive ne anavez den ar pez a zo en Doue, nemed ar Spered a Zoue. 12 Evidomp‐ni, n’hon euz ket recevet spered ar bed, mes ar Spered a zeu euz a Zoue, evit anaoud an traou a zo bet roet deomp gant Doue; 13 hag ho discleria a reomp nann gant ar c’homzou a zeu euz a furnez an den, mes gant ar re a zo desket deomp gant ar Spered‐Santel, hag e tisplegomp an traou spirituel d’ar re a zo spirituel. 14 Hogen, an den aneval na gompren ket an traou euz a Spered Doue; rag follentez int evithan, ha na hell ket ho anaoud, rag dre ar Spered a Zoue eo e ranker ho barna. 15 Mes an den spirituel a oar barna pep tra, ha n’ed eo barnet gant den. 16 Rag piou hen deuz anavezet mennoz an Aotrou evit galloud he gelen? Mes ni hon euz mennoz ar C’hrist. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society