1 Korintiz 16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR XVI. 1 Evit ar pez a zell ar gest a rer breman evit ar zent, grit evel m’em euz gourc’hemenet d’an Ilizou euz a Galatia. 2 D’an deiz kenta euz a bep sizun, ra lako pep hini ac’hanoc’h a‐gostez en he di eun dra‐benag, o tastum ar pez a hello, hervez he c’hounidegez, evit na vezo ket ar gest da ober, pa erruin. 3 Ha pa vezin erruet, me a gasso gant lizerou ar re ho pezo choazet, da gas ho tonezonou da Jerusalem. 4 Ha mar d’eo deread ez afen‐me ive va‐unan, e teuint assambles ganen. 5 Ouzpen, mond a rin d’ho kavout, goude ma em bezo tremenet dre ar Vacedonia; rag tremen a rin dre ar Vacedonia. 6 Ha marteze e choumin eur pennad amzer ganeoc’h, marteze zo‐ken da c’hoanvi, evit beza ambrouget ganeoc’h en pe leac’h‐benag ma’z in. 7 Rag ne fell ket d’in ho kwelet breman, en eur dremen; mes esperoud a ran choum ganeoc’h eur pennad amzer, mar permet an Aotrou. 8 Koulskoude e choumin en Ephesus beteg ar Pentecost; 9 rag eun nor vraz a zo digor d’in eno, gant esperans da c’hallout ober eun dra‐benag a vad; mes kalz a enebourien a zo. 10 Mardeu Timoteus, likit evez ma vezo heb aoun en ho touez, rag labourat a ra da œuvr an Aotrou, kerkoulz ha me va‐unan. 11 Rag‐se diwallit ne deufe den d’hen disprija, hag ambrougit anezhan en peoc’h, evit ma teuio beteg enoun, rag ouz he c’hortoz emoun gant ar breudeur. 12 Evit ar pez a zell Apollos, hor breur, hen pedet em euz stard da vond d’ho kavout gant ar breudeur; mes n’eo ket bet fellet dezhan mond breman; mes mond a raio pa gavo an occasion. 13 Beillit, choumit ferm er feiz, en em gomportit evel tud, creskit en nerz; 14 grit kement a reot gant karantez. 15 Breudeur, anaoud a rit famil Stephanas, ha gouzoud a rit penaos ez int ar c’henta‐frouez euz an Akaia, hag ez int en em roet ho‐unan da zervich ar Zent, 16 ho pidi a ran d’en em zoumeti d’ar seurt tud‐se, ha da gement hini a labour hag a gemer poan assambles ganeomp. 17 Joa em euz ma’z eo deuet Stephanas, ha Fortunatus, hag Akaikus, rag dalc’het ho deuz ho plas, pa ne oac’h ket aman; 18 rag krenveet ho deuz va spered hag hoc’h hini‐c’houi. Bezit eta leun a respet evit ar seurt tud‐se. 19 Illizou an Azi a zalud ac’hanoc’h. Akilas ha Priscilla, gant an Iliz a zo en ho zi, a zalud kalz ac’hanoc’h en Aotrou. 20 An holl breudeur a zalud ac’hanoc’h. En em zaludit an eil egile dre eur pok santel. 21 Me, Paol, a zalud ac’hanoc’h gant va dorn va‐unan. 22 Mar d’euz unan‐benag ha na gar ket hon Aotrou Jesus‐Christ, ra vezo anathem, Maranatha! (Erru eo an Aotrou.) 23 Gras hon Aotrou Jesus‐Christ ra vezo ganeoc’h. 24 Va c’harantez a zo ganeoc’h holl en Jesus‐Christ! Amen. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society