Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Korintiz 15 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XV.

1 Digas a ran da zonj deoc’h, breudeur, euz an Aviel em euz prezeget deoc’h, hag hoc’h euz recevet, hag en pehini e kendalc’hit ferm,

2 dre behini ive ez oc’h salvet, mar hen dalc’hit evel ma em euz hen prezeget deoc’h; anez ne dalfe netra deoc’h beza credet.

3 Hogen, disket em euz deoc’h, da genta, ar pez em boa va‐unan recevet: penaos ez eo marvet ar C’hrist evit hor pec’hejou, hervez ar Scrituriou;

4 ha penaos eo bet sebeliet, hag ez eo resussitet an trede deiz, hervez ar Scrituriou;

5 penaos eo bet gwelet gant Cephas, ha goude‐ze, gant an daouzec;

6 goude‐ze, eo bet gwelet, en eur vech, gant ouz‐pen pemp kant breur, euz a bere unan‐benag a zo maro hag an darnvuia a zo c’hoas beo.

7 Goude‐ze, eo bet en em diskouezet da Jakes, ha neuze d’an holl ebestel,

8 ha goude ar re all, ez eo ive en em diskouezet d’in‐me, evel da eur c’hrouadur ganet araog an termen.

9 Rag me a zo an distera euz an ebestel, me pehini n’oun ket dign da veza galvet abostol, rag persecutet em euz Iliz Doue.

10 Mes dre c’hras Doue ez oun ar pez ma’z oun; hag he c’hras pehini a zo bet roet d’in, n’eo ket bet didalvoudus; mes labouret em euz kalz muioc’h egethe holl; n’e ket me koulskoude, mes gras Doue pehini a zo ganen.

11 Evel‐se eta, pe eo me, pe int a brezeg, setu aze ar pez a brezegomp, ha setu aze ar pez hoc’h euz credet.

12 Hogen, mar prezeger ez eo resussitet ar C’hrist a‐douez ar re varo, penaos e teu hinienou en ho touez da lavaret n’euz ket a resurrection ar re varo?

13 Mes mar n’euz ket a resurrection evit ar re varo, ar C’hrist ken neubeud n’eo ket resussitet.

14 Ha mar n’eo ket resussitet ar C’hrist, neuze hor fredication a zo didalvoudus, hag ho feiz‐c’houi a zo didalvoudus ive.

15 C’hoarvezoud a ra zo‐ken ma’z omp testou faoz e‐kenver Doue; rag rentet hon euz an desteniman divarben Doue, penaos hen deuz resussitet ar C’hrist, pehini n’eo ket bet resussitet ganthan, mar d’eo gwir ne deu ket ar re varo da resussita.

16 Rag mar ne deu ket ar re varo da resussita, ar C’hrist ken neubeud n’eo ket resussitet.

17 Ha mar n’eo ket resussitet ar C’hrist, ho feiz‐c’houi a zo didalvoudus, hag ez oc’h c’hoas en ho pec’hejou.

18 Neuze eta, ar re a zo maro er C’hrist, a zo ive kollet.

19 Mar d’eo evit ar vuez‐man hep‐ken hon euz esperans er C’hrist, ez omp ar mizerapla euz an holl dud.

20 Mes breman, ar C’hrist a zo resussitet a‐douez ar re varo, hag ez eo deuet da veza ar c’henta frouez euz ar re a zo maro.

21 Rag, pa’z eo gwir eo deuet ar maro dre eun den, dre eun den ive eo deuet resurrection ar re varo.

22 Rag, evel ma varv an holl en Adam, evel‐se ive er C’hrist an holl a vevo adare;

23 mes pep hini en he renk he‐unan; ar C’hrist eo ar c’henta‐frouez, goude‐ze ar re a zo d’ar C’hrist, en he zonedigez.

24 Goude‐ze e teuio ar fin, pa hen devezo roet ar rouantelez etre daouarn Doue an Tad, ha distrujet pep rouantelez peb otorite ha pep galloud;

25 rag red eo dezhan ren bete ma hen devezo lakeat he holl enebourien dindan he dreid.

26 An diveza enebour a vezo distrujet eo ar maro;

27 rag Doue hen deuz lakeat pep tra dindan he dreid. Hogen, pa lavar ez eo bet lakeat pep tra dindan‐han, ez eo sclear penaos an hini hen deuz lakeat pep tra dindan‐han, n’ema ket he‐unan dindan‐han.

28 Ha pa vezo bet lakeat pep tra dindan‐han, neuze ive ar Mab he‐unan a vezo lakeat dindan an hini hen deuz lakeat pep tra da blega dezhan, evit ma vezo Doue holl en holl.

29 Anez, petra a rai ar re a zo badezet evit ar re varo? Mar ne deu hini e‐bed euz ar re varo da resussita, perag neuze ez int‐hi badezet evit ar re varo?

30 Ha perag emomp‐ni ive hon‐unan en danjer da bep heur?

31 Bemdez e varvan; hen assuri a ran deoc’h dre al leac’h em euz d’en em c’hlorifia ac’hanoc’h en Jesus‐Christ hon Aotrou.

32 Mar d’eo en gwel euz ar bed‐man em euz combatet ouz al loened gwez en Ephesus, pe seurt profit em euz‐me euz a gement‐se? Ma ne deu ar re varo da resussita, debromp hag evomp, rag varc’hoas e varvimp.

33 N’en em dromplit ket: an darempredou fall a goll ar vuez vad.

34 Savit euz ho mezventi evit beva er justis, ha na bec’hit ket; rag bez’ a zo darn hep anaoudegez a Zoue; hen lavaret a ran evit ho prassa mêz.

35 Mes unan‐benag a lavaro: Penaos a teu ar re varo da resussita? Gant pe seurt corf e teuont‐hi?

36 Den diskiant, ar pez a hadez na zeu ket da veza beo, ma na varv ket da genta.

37 Hag evit ar pez a hadez, n’e ket ar c’horf a dle genel eo a hadez, mes eur c’hreunen noaz, evel ma c’hoarvez, eur c’hreunen winiz, pe eun had all‐benag.

38 Mes Doue a ro dezhi eur c’horf evel ma plij ganthan, ha da bep haden ar c’horf a zere outhi.

39 Peb kig n’eo ket ar memeus kig; mes kig an dud a zo unan, ha kig al loened a zo unan all, ha kig ar pesked unan all, ha kig al lapoused unan all.

40 Beza ez euz ive corfou celestiel, ha corfou euz an douar; mes skeud ar re celestiel a zo dishenvel euz hini ar re euz an douar;

41 dishenvel eo skeud an heol, hag hini al loar, hag hini ar stered; rag eur stereden a zo dishenvel diouz eur stereden all dre he skeud.

42 Evel‐se ive e c’hoarvez gant resurrection ar re varo. Ar c’horf a vez hadet sujet d’ar vreinadurez, resussita a ra hep gallout mui breina:

43 hadet e vez en dizhenor, resussita a ra leun a c’hloar; hadet e vez er zempladurez, resussita a ra leun a nerz;

44 hadet e vez corf aneval, resussita a ra corf spirituel; beza ez euz eur c’horf aneval, ha beza ez euz eur c’horf spirituel,

45 evel ma’z eo scrivet: An den kenta, Adam, a zo bet great eun ene beo; mes an diveza Adam a zo eur Spered hag a ro buez;

46 hogen, n’eo ket ar pez a zo spirituel a zo da genta, mes ar pez a zo aneval; ar pez a zo spirituel a zeu varlerc’h.

47 An den kenta, o veza bet tennet euz an douar, a zo douar; mes an eil den, an Aotrou, a zo euz an env.

48 Evel ma ema an hini a zo euz an douar, evel‐se ive ema ar re a zo euz an douar; hag evel ma ema an hini a zo euz an env, evel‐se ive ema ar re a zo euz an env.

49 Hag evel ma tougomp imach an hini a zo euz an douar, e tougimp ive imach an hini a zo euz an env.

50 Hogen, breudeur, ar pez a lavaran eo an dra‐man, penaos ar c’hig hag ar goad na hellont ket herita euz a rouantelez Doue, na ken neubeud ar vreinadurez herita euz an divreinadurez.

51 Setu, e lavaran deoc’h eur myster: Na varvimp ket holl, mes holl e vezimp chenchet,

52 en eur momant, en eur zerlagad, pa zono an drompil diveza; rag an drompil a zono, hag ar re varo a resussito divreinus, hag e vezimp chenchet.

53 Rag red eo d’ar c’horf breinus‐man beza gwisket gant an divreinadurez, ha d’ar c’horf mortel‐man beza gwisket gant an immortalite.

54 Hogen, pa hen devezo ar c’horf breinus‐man gwisket an divreinadurez, hag ar c’horf mortel‐man gwisket an immortalite, neuze e vezo accomplisset ar gomz‐man euz ar Scritur: Ar maro a zo bet lounket er victor.

55 O maro! peleac’h ema da flem? O maro! peleac’h ema da victor?

56 Hogen, flem ar maro eo ar pec’hed; ha galloud ar pec’hed eo al lezen.

57 Mes ra vezo rentet grasou da Zoue, pehini hen deuz roet deomp ar victor dre hon Aotrou Jesus‐Christ.

58 Rag‐se, va breudeur muia‐karet, choumit zounn, ha stard en ho sa, o labourat muioc’h‐mui en œuvr an Aotrou, o c’houzout penaos ho labour n’eo ket didalvoudus en Aotrou.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan