Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Korintiz 13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XIII.

1 Ha pa gomzfen langachou an dud, ha memeus langachou an elez; ma n’em euz ket ar garantez, ez oun evel an arem hag a zôn, pe evel eur zimbalen skiltrus.

2 Ha pa’m befe an donezon da brofetisa, ha pa anavezfen an holl mysteriou hag an holl skiantchou; ha pa’m befe an holl feiz beteg diblasi ar meneziou; ma n’em euz ket ar garantez, n’ed oun netra.

3 Ha pa rofen va holl vadou evit maga ar beorien, ha pa rofen va c’horf evit beza devet; ma n’am euz ket ar garantez, kement‐se ne zervich d’in da netra.

4 Ar garantez a zo hir‐c’houzanvus, leun a vadelez; ar garantez n’eo ket c’hoantaüs; ar garantez ne blij ket dezhi en em veuli; n’em em c’houez ket gant an ourgouil;

5 ne ra netra divalo; na glask ket he interest he‐unan; ne fach ket;

6 ne sonj droug e‐bed; ne gemer ket a blijadur en injustis, mes en em rejouissa a ra deuz ar wirionez;

7 supporti a ra pep tra, cridi a ra pep tra, esperoud a ra pep tra, gouzanvi a ra pep tra.

8 Ar garantez na dremeno biken. Evit ar pez a zell ar profesiou, tremen a raint, al langachou a baouezo, hag ar wiziegez a vezo kasset da netra;

9 rag ne anavezomp ha ne brofetisomp ket mad awalc’h;

10 mes pa vezo deuet ar pez a zo parfet, neuze ar pez n’eo ket parfet a dremeno.

11 Pa oann bugel, e komzen evel eur bugel, e comprenen evel eur bugel, e rezonen evel eur bugel; mes pa’z oun deuet da veza den, em euz dilezet kement a oa euz ar bugel.

12 Breman e velomp dre eur mellezour, hep gwelet sclear, mes neuze e velimp faç ouz faç; breman ne anavezan ket mad, mes neuze ec’h anavezin evel ma’z oun bet anavezet.

13 Breman eta, e choum an tri dra‐man: ar feiz, an esperans, ar garantez; mes ar brassa anezhe eo ar garantez.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan