1 Korintiz 12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR XII. 1 Evit ar pez a zell an donezonou spirituel, breudeur, ne fell ket d’in e vec’h heb anaoudegez. 2 Gouzoud a rit penaos pa oac’h Jentiled, e oac’h douget d’an idolou mud, hervez ma vijec’h renet. 3 Rag‐se e tisclerian deoc’h penaos den e‐bed, o komz dre Spered Doue, na lavar ez eo Jesus milliget, ha penaos den na hell lavaret eo Jesus an Aotrou, nemed dre ar Spered‐Santel. 4 Hogen, bez’ a zo meur a seurt donezon, mes n’euz nemed eur Spered hep‐ken. 5 Beza ez euz ive meur a seurt kargou mes n’euz nemed eun Aotrou hep‐ken; 6 ne labour ket er memeus feçon en holl, mes ar memeus Doue eo a ra pep tra en holl. 7 Hogen, an donezonou euz ar Spered a zo roet da bep hini evit mad an holl. 8 Rag da unan eo roet dre ar Spered komz ar furnez; da eun all komz ar wiziegez, dre ar memeus Spered; 9 unan all a receo ar feiz dre ar memeus Spered; unan all a receo digant ar memeus Spered an donezon da barea an dud klanv; 10 unan all, an donezon euz ar miraclou; unan all, ar brofesi; eun all ar galloud da anaoud ar sperejou; eun all ar galloud da gomz meur a seurt langach; hag unan all, an donezon da rei da intent al langachou. 11 Mes eur Spered hep‐ken, hag ar memeus Spered, a ra an holl draou‐ze, en eur rei da bep hini he zonezonou, evel ma fell dezhan. 12 Rag evel m’az eo ar c’horf unan, petra‐benag m’hen deuz kalz a izili; hag evel ma ne ra holl memprou ar c’horf‐se, petra‐benag ma’z int kalz, nemed eur c’horf hep‐ken, evel‐se ive e c’hoarvez gant ar C’hrist. 13 Rag badezet omp bet holl ebarz er memeus Spered, evit beza eur c’horf hep‐ken, ken Judevien, ken Greked, esclavourien ha tud libr; ha leuniet omp bet holl euz ar memeus Spered. 14 Rag n’eo ket bet great ar c’horf gant eun ezel hep‐ken, mes gant meur a hini. 15 Mar teufe an troad da lavaret: Pa n’e ket me eo an dorn, n’ed oun ket euz ar c’horf; daoust hag hen na vefe ket koulskoude euz ar c’horf? 16 Ha ma lavarfe ar skouarn: Pa n’e ket me eo al lagad, me n’ed oun ket euz ar c’horf; daoust ha ne vefe ket koulskoude euz ar c’horf? 17 Ma vije ar c’horf holl lagad, pe‐leac’h e vije ar c’hlevet? Ha ma vije holl klevet, pe‐leac’h e vije ar c’houessa? 18 Mes breman Doue hen deuz lakeat an izili, pep hini anezhe er c’horf, evel m’az eo bet plijet ganthan. 19 Ha c’hoas, ma ne vijent holl nemed eun ezel hep‐ken, pe‐leac’h e vije ar c’horf? 20 Mes breman ez euz kalz a izili, hag eur c’horf hep‐ken. 21 Hag al lagad na hell ket lavaret d’an dorn: N’am euz ket a ezom ac’hanoud; na c’hoas ar pen d’an treid: N’am euz ket a ezom ac’hanoc’h. 22 Mes er c’hontrol, an izili euz ar c’horf hag a zeblant beza ar re zembla, a zo necesser. 23 Hag ar re a gav deomp a zo an neubeuta henorabl euz ar c’horf, e reomp dezhe eun henor brassoc’h: en hevelep doare ma teu ar re divaloa, da gaoud ar brassa henor. 24 Eleac’h ar re a zo deread n’ho deuz ket ezom a gement‐se; mes Doue hen deuz reizet ar c’horf assambles, en hevelep doare ma hen deuz roet mui a henor d’an hini a vanke henor dezhan; 25 evit na vezo ket a zizunion er c’horf, mes m’ho devezo an izili ar memeus preder an eil evit egile. 26 Evel‐se, mar souffr eun ezel, an holl izili a zouffr ganthan; ha pa vez henoret eun ezel, an holl izili a zo er joa assambles ganthan. 27 Hogen, c’houi eo corf ar C’hrist, ha c’houi eo he vemprou, pep hini ac’hanoc’h. 28 Ha Doue hen deuz lakeat en Iliz, da genta, an ebestel; d’an eil, ar brofeted; d’an trede, an doctored; neuze, ar re a ra miraclou; ha goude‐ze, ar re ho deuz an donezon da barea ar re glanv, da zicour, da c’houarn, da gomz meur a langach. 29 Daoust hag int a zo holl ebestel? Daoust hag int a zo holl profeted? Daoust hag int a zo holl doctered? Daoust hag int a ra holl miraclou? 30 Daoust hag int ho deuz holl an donezon da barea an dud klanv? Daoust hag int a gomz holl meur a langach? Daoust hag holl ec’h hellont ho rei da intent? 31 Hogen, klaskit a‐greiz ho calon kaoud an donezonou gwella, ha me a ia da ziskouez deoc’h eun hent excellantoc’h c’hoas. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society