Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Korintiz 10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR X.

1 Ne fell ket d’in, breudeur, ec’h ignorfac’h penaos hon tadou a zo bet holl dindan ar goabren, hag ho deuz holl tremenet dre ar mor;

2 hag ez int bet holl badezet en Moises ebarz er goabren hag er mor;

3 hag ho deuz holl debret euz ar memeus boued spirituel;

4 hag ho deuz holl evet euz ar memeus evach spirituel; rag eva a rent dour euz ar roc’h spirituel pehini a heullie anezhe, hag ar roc’h‐ze a oa ar C’hrist;

5 mes an darnvuia anezhe na oent ket agreabl da Zoue; rag kweza a rejont maro ebarz an dezert.

6 Hogen an traou‐ze a zo bet c’hoarvezet evit talvezoud da skouer deomp‐ni, evit ne c’hoantaimp ket traou fall, evel ma c’hoantaaz ar re‐ze.

7 Na deuit ket eta da veza idolatred, evel lod anezhe, hervez ma’z eo scrivet: Ar bobl a azezaz evit dibri hag eva, hag e savjont da zansal.

8 Diwallomp da gweza er pec’hed hudur, evel ma reaz lod anezhe; hag e perissaz tri mil var n’ugent anezhe er memeus dervez.

9 Ha diwallomp da denti ar C’hrist, evel ma reaz lod anezhe; hag e oent distrujet gant ar serpanted.

10 Ha na vurmurit ket, evel ma reaz darn anezhe; hag e oent lakeat da berissa gant an eal distrujer.

11 Hogen, an holl draouze a c’hoarvezaz ganthe evit servichoud da skouer; ha scrivet int bet evit hor c’helen, ni pere a zo erru var fin an amzeriou.

12 Rag‐se, an hini a gred beza en he za, diwallo da gweza.

13 N’eo c’hoarvezet ganeoc’h tentation e‐bed, hag a vez bet dreist nerz an den. Hogen, Doue a zo fidel, ha na bermeto ket e vec’h tentet en tu‐all d’ho nerz; mes gant an dentation e tiskouezo ive an hent da zond er meaz anezhi, evit ma c’hellot he anduri.

14 Rag‐se, va muia‐karet, tec’hit diouz an idolatriach.

15 Komz a ran deoc’h evel ouz tud a skiant; barnit hoc’hunan ar pez a lavaran.

16 Ar c’halir a vennoz pehini a vennigomp, ha n’eo‐hen ket ar gommunion e goad ar C’hrist? Ar bara a doromp, ha n’eo‐hen ket ar gommunion e corf ar C’hrist?

17 Evel ma n’ez euz nemed eur bara hep‐ken, ni, evidomp da veza kalz, n’ed omp nemed eur c’horf hep‐ken; rag holl hon euz lod er memeus bara.

18 Sellit ouz Israel hervez ar c’hig; ar re a zebr ar sacrifisou, ha n’ho deuz‐hi ket communion gant an aoter?

19 Petra a lavaran‐me eta? ez eo an idol eun dra‐benag? pe, ez eo ar pez a zo sacrifiet d’an idol eun dra‐benag?

20 Nann; mes lavaret a ran, penaos ar pez a vez sacrifiet gant ar Jentiled, her sacrifiont d’an drouk‐sperejou, ha n’e ket da Zoue. Hogen, na fell ket d’in e teufac’h d’en em unani gant an drouk‐sperejou.

21 Na hellit ket eva calir an Aotrou, ha calir an drouk‐sperejou; na hellit ket kaoud lod euz a daol an Aotrou, hag euz a daol an drouk‐sperejou.

22 Ha c’hoant hon euz‐ni da lakaad ar jalouzi da zevel e calon an Aotrou? Ha krenvoc’h ez omp‐ni egethan?

23 An holl draou a zo permetet d’in, mes pep tra n’eo ket talvoudec; an holl draou a zo permetet d’in, mes pep tra na zervich ket da edification.

24 Ra zeuio pep hini da glask avantach ar re all, ha nann he hini he‐unan.

25 Debrit euz a gement a verzer er gigerez, hep goulen tra e‐bed, evit ar pez a zell ar goustians;

26 rag: An douar, ha kement a zo enhan, a zo d’an Aotrou.

27 Mar deu eun den difeiz d’ho pedi, ha mar fell deoc’h mond, debrit euz a gement a vezo lakeat dirazoc’h, hep goulen tra e‐bed evit ar pez a zell ar goustians.

28 Mes mar deu unan‐benag da lavaret deoc’h: An dra‐man a zo bet sacrifiet d’an idolou; na zebrit ket, abalamour d’an hini hen deuz hoc’h avertisset, hag abalamour d’ar goustians; rag: An douar, ha kement a zo enhan, a zo d’an Aotrou.

29 Hogen, ar goustians a lavaran‐me, n’e ket da hini‐te, mes coustians egile; rag perag e vefe condaonet va liberte‐me gant coustians unan‐all?

30 Ha mar debran gant action a c’hras, perag e vezin‐me tamallet deuz eun dra evit pehini e rentan grasou.

31 Pe c’houi eta a zebro, pe c’houi a evo, pe c’houi a rai eun dra all‐benag, grit pep tra evit gloar Doue.

32 Na roit skouer fall da zen e‐bed, na d’ar Judevien, na d’ar Greked, na da Iliz Doue;

33 evel‐se e ran va‐unan, o klask plijoud d’an holl e pep tra, hep klask va avantach va‐unan, mes hini ar re all, evit ma vezint salvet.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan