Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Korintiz 1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR I.

1 Paol, galvet da vezo abostol euz a Jesus‐Christ, dre volontez Doue, ha Sosthenes,

2 hor breur, da Iliz Doue a zo en Corinth, d’ar re a zo bet santifiet en Jesus‐Christ, pere a zo galvet Sent, ha d’ar re holl, en pep leac’h, hag a c’halv hano hon Aotrou Jesus‐Christ,

3 ho Aotrou hag hon hini. Gras deoc’h ha peoc’h digant Doue, hon Tad, ha digant hon Aotrou Jesus‐Christ!

4 Trugarekaad a ran va Doue bepred abalamour deoc’h, evit ar c’hras hen deuz roet deoc’h en Jesus‐Christ,

5 da lavaret eo: dre ma’z oc’h bet pinvidikeet enhan e pep doare, en kement a zell ouz ar gomz hag ouz an anaoudegez,

6 testeni ar C’hrist o veza bet etablisset mad en ho touez;

7 en hevelep doare ne vank donezon e‐bed deoc’h‐hu, pere a c’hortoz ma vezo diskouezet hon Aotrou Jesus‐Christ.

8 Derc’hel a raio c’hoas d’ho krenvaad beteg ar fin, evit ma viot didamal en deiz hon Aotrou Jesus‐Christ.

9 Doue, dre behini oc’h bet galvet da gommunion he Vab Jesus‐Christ, hon Aotrou, a zo fidel.

10 Hogen, ho pidi a ran breudeur, en hano hon Aotrou Jesus‐Christ, da veza accord assambles en ho komzou, da ziwall ne zavfe division en ho touez, mes da veza unanet mad assambles, a spered hag a zantimant.

11 Rag, roet eo bet d’in da anaoud, va breudeur, gant ar re euz a di Chloe, penaos ez euz disput en ho touez.

12 Da lavaret eo, pep hini, en ho touez, a lavar: Me a zo, diskibl da Baol; ha me, da Apollos; ha me, da Gephas; ha me, d’ar C’hrist.

13 Daoust hag ar C’hrist a zo diviset? Daoust ha Paol a zo bet crucifiet evidoc’h, pe daoust ha c’houi a zo bet badezet en hano Paol?

14 Trugarekaad a ran Doue abalamour n’am euz badezet hini ac’hanoc’h, nemed Crispus ha Gaïus;

15 evit na lavaro den penaos em euz badezet em hano va‐unan.

16 Badezet em euz ive famill Stephanas; mes a‐hend‐all, na ouzon ket ha me em befe badezet c’hoas unan all‐benag.

17 Rag n’eo ket evit badezi hen deuz kasset ar C’hrist ac’hanoun, mes evit prezeg an Aviel, nann gant furnez ar gomz, gant aoun ne vez rentet dic’halloud croaz ar C’hrist.

18 Rag predication ar groaz a zo follentez evit ar re a ia da goll; mes evidomp‐ni pere a zo salvet, ez eo ar galloud a Zoue.

19 Rag scrivet eo: Me a zistrujo furnez ar re fur, hag a gasso da netra gwiziegez an dud a skiant.

20 Peleac’h ema an den fur? Peleac’h ema ar Scrib? Peleac’h ema an disputer euz ar bed‐man? Ha n’hen deuz ket Doue diskouezet ez eo furnez ar bed‐man follentez?

21 Rag, o veza n’hen deuz ket gallet ar bed, dre he furnez, anaoud Doue, e furnez Doue, ez eo bet plijet gant Doue savetei, dre ar follentez euz ar bredication ar re a gred.

22 E‐pad ma ema ar Judevien o c’houlen miraclou, ha ma ema ar Greked o klask ar furnez,

23 ni a brezeg ar C’hrist crucifiet, scandal evit ar Judevien ha follentez evit ar Greked;

24 mes evit ar re a zo galvet, ken Judevien ken Greked, ar C’hrist eo ar galloud a Zoue hag ar furnez a Zoue;

25 rag ar follentez a Zoue a zo furoc’h eged an dud, hag ar zempladurez a Zoue a zo krenvoc’h eged an dud.

26 Considerit, breudeur, penaos en ho touez‐c’houi, pere a zo bet galvet, n’euz ket kalz a dud fur hervez ar c’hig, na kalz a dud galloudec, na kalz a noblans.

27 Mes Doue hen deuz choazet traou foll ar bed, evit ober mêz d’ar re fur, ha Doue hen deuz choazet traou dister ar bed, evit ober mêz d’ar re grenv,

28 hag an traou vil euz ar bed hag ar re a zo ar muia disprijet, memeus ar re n’int ket, a zo bet choazet gant Doue, evit kas da netra ar re a zo,

29 evit na zeuio den e‐bed d’en em c’hlorifia dirazhan.

30 Hogen, dreizhan eo ez oc’h en Jesus‐Christ, pehini a zo bet great evidomp a‐berz Doue, furnez, justis, sanctification ha redemption;

31 evit ma teui, hervez ma’z eo scrivet, an hini en em c’hlorifio, d’en em c’hlorifia en Aotrou.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan