Salmoù 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 5 1 D'ar mestr-kaner; gant ar fleütoù; salm David. 2 Ro da skouarn da'm gerioù, o AOTROU, selaou va c'hlemmvan! 3 Va Roue ha va Doue, bez evezhius ouzh mouezh va garm, rak te eo a bedan! 4 AOTROU, adalek ar beure e klevez va mouezh, adalek ar beure e troan war-zu ennout hag e sellan. 5 Rak n'out ket un Doue a gav plijadur en droug; an den fall ne vo ket o chom ganit. 6 An dud lorc'hus ne zalc'hont ket dirak da zaoulagad; kasaat a rez an holl vicherourien a zireizhder. 7 Lakaat a ri da vervel ar re a lavar ar gaou; an AOTROU en deus euzh ouzh an den gwadsec'hedik ha faotus. 8 Met evidon-me, dre largentez da drugarez ez in ez ti, hag e stouin e-barzh da dempl santel gant doujañs. 9 AOTROU, va ren dre da reizhder abalamour da'm enebourien, plaena da hent dirazon. 10 Rak n'eus eeunder ebet en o genoù, n'eus nemet drougiezh en o c'halon, o c'horzailhenn a zo ur bez digor, loavañ a reont gant o zeod. 11 Barn anezho, o Doue! Ra gouezhint en o c'hoantoù; diskar anezho en abeg da vraster o disentidigezh, rak en em savet int a-enep dit. 12 Met ra laouenaio an holl re en em denn war-zu ennout! Ra ganint a levenez da viken! Ra diwalli anezho! Ra drec'ho ennout a re a gar da anv! 13 Rak te, AOTROU, a vennig an hini reizh; gronnañ a rez anezhañ gant da vadelezh evel gant ur skoed. |