Online Bible

- Advertisements -


Salmoù 131 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 131

1 Kanaouenn ar "Maalod"; eus David. AOTROU, va c'halon n'eo ket c'hwezet, va daoulagad n'int ket uhelaet, ha ne'm eus ket klasket an traoù re vras ha re uhel evidon.

2 Ha ne'm eus ket mestroniet ha sioulaet va ene, evel ma ra ur bugel dizon e-keñver e vamm? Va ene a zo ennon evel ur bugel dizon.

3 Israel, esper en AOTROU, a-vremañ ha da viken!

Follow us:



Advertisements