Salmoù 126 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 126 1 Kanaouenn ar "Maalod". Pa zegasas en-dro an AOTROU sklaved Sion, e oamp evel ar re a ra un huñvre. 2 Neuze hor genoù a oa leun a griadennoù a levenez, hag hon teod a ganoù a drec'h. Neuze e veze lavaret e-touez ar broadoù: An AOTROU en deus graet traoù bras d'ar re-mañ. 3 An AOTROU en deus graet traoù bras deomp, ha laouen omp bet. 4 AOTROU, degas hor sklaved en-dro, evel ar gwazhioù e bro ar c'hreisteiz! 5 Ar re a had gant daeroù, a vedo gant kanoù a drec'h. 6 An hini a zoug an had evit e skuilhañ, a gerzh en ur ouelañ, met dont a raio en-dro o kanañ gant levenez, pa zougo e feskennoù. |