Salmoù 110 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 110 1 Salm David. An AOTROU en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid. 2 An AOTROU a astenno eus Sion da walenn galloudus: Ren e-kreiz da enebourien. 3 Da bobl a vo ur bobl a volontez vat, en deiz ma'z aio da arme er-maez, gant gwiskamantoù santel. Da soudarded yaouank a vo dirazout evel ur c'hlizhenn o tont e-kreiz gouloù-deiz. 4 An AOTROU en deus touet ha n'en em zislavaro ket, te a zo aberzhour da viken hervez urzh Melkizedek. 5 An Aotrou a zo a-zehoù dit, bruzunañ a raio rouaned en deiz e fulor. 6 Barn a raio e-touez ar broadoù, leuniañ a raio holl a gorfoù marv, bruzunañ a raio ar penn a ren war ur vro vras. 7 Evañ a raio eus ar froud en hent, setu perak e savo e benn. |