Online Bible

- Advertisements -


Leviegezh 20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 20 Euzhusterioù argarzhus

1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2 Lavar da vibien Israel: Piv bennak, eus mibien Israel pe eus an diavaezidi a zo o chom en Israel, a roio eus e vugale da Volok, a vo lakaet d’ar marv; meinataet e vo gant pobl ar vro.

3 Me a lakaio va dremm a-enep an den-se, hag e lamin anezhañ a-douez e bobl abalamour m’en devo roet eus e vugale da Volok evit saotrañ va santual ha disakrañ va anv santel.

4 Mar serr pobl ar vro he daoulagad war an den-se pa roio eus e vugale da Volok ha ma n’en laka ket d’ar marv,

5 e lakain-me va dremm a-enep an den-se hag a-enep e ziegezh, hag e lamin anezhañ a-douez e bobl gant ar re holl en em c’hastaouo eveltañ o c’hastaouiñ gant Molok.

6 An hini a yelo etrezek an igromañserien hag ar re a c’halv ar speredoù evit gastaouiñ ganto, e lakain va dremm a-enep an den-se hag e lamin anezhañ a-douez e bobl.

7 En em santelaat a reot hag e viot santel. Me eo an AOTROU ho Toue.

8 Mirout a reot va reolennoù hag e reot hervezo. Me eo an AOTROU a santela ac’hanoc’h.

9 Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d’ar marv; milliget en devo e dad pe e vamm, e wad a vo warnañ.

10 Mar gra un den avoultriezh gant gwreg unan all, mar gra avoultriezh gant gwreg e nesañ, an avoultrer hag an avoultrerez a vo lakaet d’ar marv.

11 Mar kousk un den gant gwreg e dad, e tizoloio noazhder e dad; bez’ e vint o-daou lakaet d’ar marv, o gwad a vo warno.

12 Mar kousk un den gant e verc’h-kaer, e vint o-daou lakaet d’ar marv; un euzhusted o deus graet, o gwad a vo warno.

13 Mar kousk un den gant un den evel ma kousker gant ur wreg, graet o deus o-daou un euzhusted; lakaet e vint d’ar marv, o gwad a vo warno.

14 Mar kemer un den ur wreg hag e vamm, un torfed eo; devet e vint en tan, eñ hag int, evit na chomo ket an torfed-se en ho touez.

15 Mar en deus un den darempred reizhel gant ul loen, lakaet e vo d’ar marv, hag e lazhi al loen.

16 Mar tosta ur vaouez ouzh ul loen evit mont da c’hast gantañ, e lazhi ar vaouez hag al loen; lakaet e vint d’ar marv, o gwad a vo warno.

17 Mar kemer un den e c’hoar, merc’h e dad pe merc’h e vamm, ha ma wel he noazhder, ha ma hi a wel e noazhder, ur vezh eo; lamet e vint kuit dirak daoulagad mibien o fobl; dizoloet en deus noazhder e c’hoar, dougen a raio e zireizhder.

18 Mar kousk un den gant ur vaouez e-pad he mizioù ha ma dizolo he noazhder, mar laka-eñ hec’h andon en noazh ha ma dizolo-hi andon he gwad, e vint o-daou lamet a-douez o fobl.

19 Ne zizoloi ket noazhder c’hoar da vamm na c’hoar da dad, rak dizoleiñ da gerentiad nesañ eo; dougen a raint o direizhder.

20 Mar kousk un den gant e voereb, e tizoloio noazhder e eontr; dougen a raint o fec’hed hag e varvint hep bugale.

21 Mar kemer un den gwreg e vreur, ur saotradur eo, dizoloet en deus noazhder e vreur; bez’ e vint hep bugale.

22 Mirout a reot va holl reolennoù ha va holl varnedigezhioù, hag e reot hervezo, evit na zislonko ket ac’hanoc’h ar vro e kasan ac’hanoc’h da chom enni.

23 Ne gerzhot ket hervez boazioù ar pobloù a gasan kuit dirazoc’h, rak graet o deus an holl draoù-se hag em eus euzh outo.

24 Lavaret em eus deoc’h: C’hwi eo a berc’henno o bro, me a roio deoc’h anezhi da zalc’h, ur vro a zever gant laezh ha mel. Me eo an AOTROU ho Toue, en deus disrannet ac’hanoc’h diouzh ar pobloù.

25 Mirout a reot an disparti etre al loened glan ha dic’hlan, etre al laboused glan ha dic’hlan, ha ne lakaint ket hoc’h eneoù da vezañ euzhus en abeg da loened, da laboused pe da gement a ruz war an douar, am eus dispartiet evidoc’h evel dic’hlan.

26 Santel e viot evidon rak me a zo santel, me, an AOTROU, hag em eus disrannet ac’hanoc’h diouzh ar pobloù evit ma viot din.

27 Mar en em ro un den pe ur vaouez da vezañ igromañser pe da c’hervel ar speredoù, lakaet e vint d’ar marv; meinataet e vint, o gwad a vo warno.

Follow us:



Advertisements