Online Bible

- Advertisements -


Leviegezh 14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 14 Glanidigezh an den lovr

1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2 Setu al lezenn diwar-benn an den lovr evit deiz e c’hlanidigezh. Degaset e vo d’an aberzhour.

3 An aberzhour a yelo er-maez eus ar c’hamp hag a sello ouzh an den lovr. Mar d-eo pareet gouli al lorgnez war an den lovr,

4 an aberzhour a c’hourc’hemenno kemer, evit e c’hlanidigezh, daou labous bev ha glan, koad sedrez, ruz-moug hag sikadez.

5 An aberzhour a c’hourc’hemenno ma vo lazhet unan al laboused war ul lestr-pri, a-us da zour bev.

6 Al labous bev a gemero, gant ar c’hoad sedrez, ar ruz-moug hag ar sikadez, hag e soubo anezho, gant al labous bev, e gwad al labous lazhet a-us d’an dour bev.

7 Ober a raio ar sparfadur seizh gwech war an hini da c’hlanaat eus al lorgnez, en disklêrio glan, hag e laosko al labous bev er parkeier.

8 An hini en em c’hlana a ganno e zilhad, a douzo e vlev, en em walc’ho en dour, hag e vo glan. Goude ez aio er c’hamp met e chomo e-pad seizh devezh er-maez eus e deltenn.

9 D’ar seizhvet deiz e touzo holl vlev e benn, e varv hag e abrantoù, touzañ a raio e holl vlev, kannañ a raio e zilhad, gwalc’hiñ a raio e gorf en dour, hag e vo glan.

10 D’an eizhvet deiz e kemero daou oan disi hag un dañvadez disi eus ur bloaz, teir dekvedenn efa (3/10 efa   9 l) flour bleud mezet gant eoul evel donezon, hag ul log eoul.

11 An aberzhour hag a ra ar c’hlanidigezh a lakaio an den da c’hlanaat gant an traoù-se dirak an AOTROU, ouzh digor teltenn an engalv.

12 An aberzhour a gemero unan an oaned d’e ginnig evel aberzh a gablusted gant al log eoul, hag e hejo anezho evel ur prof dirak an AOTROU.

13 Lazhañ a raio an oan el lec’h ma vez lazhet an aberzh-dic’haouiñ hag al loskaberzh, el lec’h santel, rak, evel ma’z eo an aberzh-dic’haouiñ evit an aberzhour, an aberzh a gablusted a zo evitañ ivez. Un dra santel-meurbet eo.

14 An aberzhour a gemero eus gwad an aberzh a gablusted hag an aberzhour en lakaio war flipezenn skouarn dehou an hini da c’hlanaat, war veud e zorn dehou ha war veud e droad dehou.

15 An aberzhour a gemero eus al log eoul hag en skuilho war balv e zorn kleiz e-unan.

16 An aberzhour a soubo biz e zorn dehou en eoul a vo en e zorn kleiz, hag e sparfo an eoul gant e viz seizh gwech dirak an AOTROU.

17 An aberzhour a lakaio eus an eoul a vo manet en e zorn war flipezenn skouarn dehou an hini da c’hlanaat, war veud e zorn dehou ha war veud e droad dehou, dreist gwad an aberzh a gablusted.

18 An eoul a vo manet e dorn an aberzhour, eñ en lakaio war benn an hini da c’hlanaat, hag an aberzhour a raio evitañ an dic’haou dirak an AOTROU.

19 An aberzhour a ginnigo an aberzh-dic’haouiñ hag a raio an dic’haou evit an hini da c’hlanaat eus e zic’hlanded, ha goude e lazho al loskaberzh.

20 An aberzhour a ginnigo al loskaberzh hag an donezon war an aoter, hag an aberzhour a raio evitañ an dic’haou; hag e vo glan.

21 Mar d-eo paour ha ma n’en deus ket aez da gement-se, e kemero un oan hepken evit an aberzh a gablusted da hejañ evel ur prof, evit ober an dic’haou evitañ, un dekvedenn efa (1/10 efa   3 l) flour bleud mezet gant eoul evel donezon, ul log eoul,

22 ha div durzhunell pe div goulm yaouank, hervez e aez, unan evit an aberzh-dic’haouiñ hag eben evit al loskaberzh.

23 D’an eizhvet deiz e tegaso an traoù-se evit e c’hlanidigezh d’an aberzhour ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOROU.

24 An aberzhour a gemero an oan evit an aberzh a gablusted gant al log eoul, hag e hejo anezho evel ur prof dirak an AOTROU.

25 Lazhañ a raio oan an aberzh a gablusted. An aberzhour a gemero eus gwad an aberzh a gablusted hag en lakaio war flipezenn skouarn dehou an hini da c’hlanaat, war veud e zorn dehou ha war veud e droad dehou.

26 An aberzhour a skuilho eus an eoul war balv e zorn kleiz e-unan.

27 Eus an eoul a vo en e zorn kleiz, an aberzhour a sparfo gant e viz dehou seizh gwech dirak an AOTROU.

28 An aberzhour a lakaio eus an eoul a vo en e zorn war flipezenn skouarn dehou an hini da c’hlanaat, war veud e zorn dehou ha war veud e droad dehou, dreist gwad an aberzh a gablusted.

29 An eoul a vo manet e dorn an aberzhour, eñ en lakaio war benn an hini da c’hlanaat, evit ober evitañ an dic’haou dirak an AOTROU.

30 Neuze e kinnigo unan an div durzhunell pe unan an div goulm yaouank, hervez ar pezh a c’hello kaout,

31 unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh, gant an donezon, hag an aberzhour a raio an dic’haou dirak an AOTROU evit an hini da c’hlanaat.

32 Hounnezh eo al lezenn diwar-benn an hini en deus ur gouli lorgnez, ha n’en deus ket aez a-walc’h evit e c’hlanidigezh.

33 An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout:

34 Pa viot aet e bro Ganaan, a roan deoc’h da berc’hennañ, mar lakaan ur gouli lorgnez war un ti eus ar vro a vo deoc’h,

35 an hini a vo dezhañ an ti a zeuio ha a gomzo d’an aberzhour o lavarout: Gwelout a ran evel ur gouli en ti.

36 An aberzhour a c’hourc’hemenno goullonderiñ an ti a-raok ma’z aio an aberzhour ennañ da welout ar gouli, evit na vo ket dic’hlan kement a vo en ti; goude-se ez aio an aberzhour da welout an ti.

37 An aberzhour a sello ouzh ar gouli. Mar en deus ar gouli a zo war vogerioù an ti kleuzioù arwer pe arruz ha mar kav dezhañ eo donoc’h eget ar voger,

38 an aberzhour a yelo er-maez eus an ti, ha, pa vo ouzh an nor, e serro an ti e-pad seizh devezh.

39 D’ar seizhvet deiz an aberzhour a addeuio ennañ hag a sello. Mar d-eo ar gouli astennet war vogerioù an ti,

40 e c’hourc’hemenno an aberzhour tennañ ar vein emañ warno ar gouli hag o zeurel er-maez eus kêr, en ul lec’h dic’hlan.

41 Ober a raio raklañ an ti en diabarzh, tro-dro, hag e vo taolet kuit ar poultr a vo raklet er-maez eus kêr, en ul lec’h dic’hlan.

42 Kemeret e vo mein all hag e vint lakaet e-lec’h ar re gentañ; kemeret e vo pri-raz all evit induañ an ti.

43 Mar deu ar gouli adarre ha mar dispuilh en ti goude ma oa bet tennet ar vein, goude ma oa bet raklet an ti ha goude ma oa bet induet,

44 an aberzhour a addeuio ennañ hag a sello. Mar d-eo ar gouli astennet en ti, ez eo ul lorgnez wriziennet en ti, dic’hlan eo.

45 Diskaret e vo an ti, e vein, e goad hag holl bri-raz an ti. O c’haset e vint er-maez eus kêr, en ul lec’h dic’hlan.

46 An hini a vo aet e-barzh an ti e-pad an holl amzer ma oa bet serret a vo dic’hlan betek an noz.

47 An hini en devo kousket en ti a ganno e zilhad, hag an hini en devo debret en ti a ganno e zilhad.

48 Met mar deu an aberzhour ha mar gwel penaos ne vo ket astennet ar gouli en ti goude ma’z eo bet induet an ti, an aberzhour a zisklêrio an ti glan, rak ar gouli a zo pareet.

49 Kemer a raio, evit glanaat an ti, daou labous, koad sedrez, ruz-moug hag sikadez.

50 Lazhañ a raio unan al laboused war ul lestr-pri, a-us da zour bev.

51 Kemer a raio ar c’hoad sedrez, ar sikadez, ar ruz-moug hag al labous bev, hag e soubo anezho e gwad al labous lazhet a-us d’an dour bev. Ober a raio ar sparfadur seizh gwech war an ti.

52 An ti a c’hlanaio gant gwad al labous, gant an dour bev, gant al labous bev, gant ar c’hoad sedrez, gant ar sikadez ha gant ar ruz-moug.

53 Hag e laosko al labous bev er-maez eus kêr, er parkeier, hag e raio dic’haou evit an ti; glan e vo.

54 Hounnezh eo al lezenn diwar-benn pep gouli a lorgnez ha diwar-benn an tagn,

55 diwar-benn lorgnez an dilhad hag an tiez,

56 diwar-benn ar yoc’hennoù, an darouedennoù hag an tarchoù,

57 evit reiñ anaoudegezh eus an dra dic’hlan hag eus an dra glan. Hounnezh eo al lezenn diwar-benn al lorgnez.

Follow us:



Advertisements