Joel 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 3 1 Rak setu, en deizioù-se hag en amzer-se, pa lakain da zistreiñ harluidi Juda ha Jeruzalem, 2 e tastumin an holl vroadoù, hag e rin dezho diskenn da draonienn Jozafad, hag eno ez in e barnedigezh ganto diwar-benn va fobl ha va hêrezh Israel o deus stlabezet e-touez ar broadoù, ha diwar-benn va bro o deus lodennet. 3 Tennet o deus d'ar sord va fobl, roet o deus ar paotrig evit ur c'hast, gwerzhet o deus ar plac'hig evit gwin o deus evet. 4 Ha c'hwi ivez Tir ha Sidon, ha c'hwi rannvroioù ar Filistined, petra a c'houlennit ouzhin? Hag e fell deoc'h henn talvezout din? Mar fell deoc'h henn talvezout din, e rin d'ho kopr kouezhañ buan ha raktal war ho penn. 5 Rak kemeret hoc'h eus va arc'hant ha va aour, ha kaset hoc'h eus d'ho temploù va zeñzorioù prizius. 6 Gwerzhet hoc'h eus mibien Juda ha mibien Jeruzalem da vibien Javan, evit o fellaat diouzh o douar. 7 Setu e lakain anezho da zistreiñ eus al lec'h ma hoc'h eus o gwerzhet, hag e rin d'ho kopr kouezhañ war ho penn. 8 Gwerzhañ a rin ho mibien hag ho merc'hed da vibien Juda, hag int o gwerzho d'ar Sabeaned, da ur bobl bell, rak an AOTROU en deus komzet. 9 Embannit kement-mañ e-touez ar broadoù: Kempennit ar brezel, dihunit an dud kreñv, ra dostaio ha ra bigno an holl dud a vrezel! 10 Grit klezeier eus ho soc'hioù, ha goafioù eus ho filzier, ha ra lavaro an hini gwan: Me a zo kreñv. 11 Hastit ha deuit, c'hwi holl vroadoù a-ziwar-dro, en em zastumit. Eno, AOTROU, gra da'z tud kreñv diskenn! 12 Ra zihuno ar broadoù ha ra bignint da draonienn Jozafad, rak eno ec'h azezin evit barn an holl vroadoù a-ziwar-dro. 13 Lakait ar falz, rak darev eo an eost. Deuit ha mac'hit, rak ar waskell a zo leun, ar beolioù a fenn, rak o fallentez a zo bras. 14 Engroezioù eo, engroezioù e traonienn ar varn, rak deiz an AOTROU a zo tost e traonienn ar varn. 15 An heol hag al loar a deñvalaio, hag ar stered a serro o lugern. 16 An AOTROU a yudo eus Sion, hag e vo klevet e vouezh eus Jeruzalem. An neñvoù hag an douar a vo brañsellet, met an AOTROU a vo ur vodenn evit e bobl hag an nerzh evit mibien Israel. 17 Gouzout a reot ez on an AOTROU ho Toue a zo o chom e Sion, menez va santelezh. Ha Jeruzalem a vo santel, hag an diavaezidi ne dremenint ken enni. 18 En deiz-se e tevero ar menezioù a win, al laezh a ruilho war ar c'hrec'hiennoù, an dour a redo en holl wazhioù Juda. Un eienenn a zeuio er-maez eus ti an AOTROU hag a zouraio traonienn Sitim. 19 An Ejipt a vo gwastet, Edom a vo ur gouelec'h spontus, en abeg d'an taerder e-keñver mibien Juda, m'o deus skuilhet o gwad didamall en o bro. 20 Met Juda a vo annezet da viken, ha Jeruzalem a oad da oad. 21 Hag e c'hlanain o gwad na'm boa ket glanaet, hag an AOTROU a vo o chom e Sion. |